Eil lizher d'ar Gorintidi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: r a → r a (3), , → , (2) using AWB
Linenn 1:
Daou lizher zo bet kaset gan [[Paol Tars]] d'ar Gorintidi a gaver e [[Testamant Nevez]] ar [[Bibl]] kristen. Implijet vo amañ 1 Kor evit Lizher Kentañ Sant Paol d'ar Gorintidi ha 2 Kor evit [[An Eil lizher d'ar Gorintidi|eil lizher Sant Paol d'ar Gorintidi]].
 
Hervez [[Maodez Glanndour]] <ref>{{br}} Troidigezh an Testamant Nevez, eil levrenn, [[Al Liamm]], [[1971]], p 353</ref>, e vefe bet skrivet ul lizher all etre an daou lizher a anavezomp goude « bezañ tremenet dre [[Korintoz|Gorintoz]], gweladenn bet poanius-kenañ evitañ ». Anvet eo gant Paol al lizher-se « al lizher e kreiz an daeroù » (2 Kor 2, 3-9 ha 7, 8-12). Kollet eo bet. Hervez ar « Bible de Jérusalem »<ref>{{fr}} ''La Sainte Bible'', Cerf, 1961, p 1484</ref> e vefe 2 Kor 10-13 un darn eus al lizher e kreiz an daeroù  bet staget ouzh 2 Kor gant ar re o deus strollet skridoù an abostol.
 
Menegiñ a ra ar « Bible de Jérusalem » ul lizher all anvet gant ar viblourien « rak-kanonek » (so. 1 Kor 5, 9-13) , kollet ivez, a c'hellfe bezañ roudoù anezhañ e 2 Kor 6, 14-7, 1.
 
Kavout a reer e 2 Kor tammoù ne glotont ket gant stil al lizher ouzhpenn. Bez e vefent bilhedoù berr bet lakaet el lizher gan tar re o deus stollet skridoù an abostol.
 
===Piv en deus skrivet al lizher-mañ===
Ne gaver arguzenn a-bouez ebet evit soñjal ne vefe ket bet skrivet an destenn gant Paol Tars. Koulskoude tammoù zo a zle dont eus lizheroù all bet staget ouzh al lizher-mañ gant ar re oa deus strollet skridoù an abostol goude e varv.
 
===Pegoulz ha pelec'h e voe skrivet al lizher===
Linenn 22:
Ne oa ket aes d'ar gristenien bevañ o feiz nevez eta.
 
Ouzhpenn e oa dizemglevioù en iliz abalamour da levezonoù a bep seurt ha dizurzhioù en emvodoù-lid , prosezoù etre kristenien dirak lezioù-barn ar gêr...
 
Skrivañ a reas ul [[Al lizher kentañ d'ar Gorintidi|lizher kentañ]] evit respont da izili eus iliz Korintoz a c'houlenne diskleriadurioù evit lakaat un termen d'ar reuz. Hervez «La Bible de Jérusalem » e vefe bet ul lizher all a-raok. Kollet eo bet.
 
Etre al lizher kentañ hag al lizher-mañ e seblant Paol bezañ tremenet dre Gorintoz ha kaset eus Efezoz ''Al lizher e-kreiz an daeroù'' meneget a-us. Goude bezañ bet keloù mat gant Titoz a-zivout saviad iliz Korintoz e skrivas e [[57]] GJK moarvat ul lizher « leun a uhelder-pered diwar-benn ar ministrerezh abostolek » hervez Maodez Glanndour.
 
Kavout a reer e 2 Kor tammoù ne glotont ket gant stil al lizher . Bez e vefent bilhedoù berr bet lakaet el lizher gant ar re o deus stollet skridoù an abostol pe marteze tammoù eus al lizher kollet bet skrivet a-raok 1 Kor.