Testamant Kozh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: l d → l d (5), , → , using AWB
Linenn 8:
* [[Ar skridoù]]
 
Bodet e vez an testennoù en un doare disheñvel diouzh hini ar Bibl katolik. Ne gaver nemet 24 levr eta evit an hevelep testennoù. <ref> La Bible de Jerusalem,cerf, embannadur 1998, p10 </ref>
 
Al levrioù all (7) a zo erruet betek ennomp e gresianeg a-drugarez da droidigezh ar Seikont mui lodennoù zo eus levr Daniel hag eus levr Ester. Troidigezh ar Seikont a oa bet savet en Aleksandria en trede hag en eil kantved a-raok Jezuz Krist evit ar Yuzevien gresianeger.
 
 
Evit ar Gatoliked ez eus ennañ 46 levr rak diazezet eo war [[Bibl an Dek ha Tri-Ugent|Bibl ar Seikont]], Bibl Yuzevien an diaspora :
*Ar [[Pentateuc'h]]
*Al levrioù istorek
Linenn 19:
*Levrioù ar Brofeded
 
E [[Sened-Meur Trento]] (1545–63) e voe degemeret ar seizh levr (Youdith, Tobit,ar vMakabeed 1 ha 2, ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h gant lizher Yeremia) mui an tammoù eus Levr Ester ha Levr Daniel ha na gaver ket en destenn hebraek, evel kanonel. Met peogwir ez eus bet tabutoù e-pad kantvedoù war o divoud e vez graet "eilkanonel" anezho.<ref> Al levrioù eilkanonel, levrenn 5 troidigezh An Tour-Tan, 1986, p5</ref>.
 
Ar Brotestanted a ra peurliesañ gant ar Bibl hebraek (hini Yuzevien Palestina). Pa lakaont an testennoù eilkanonel e tiforc'hont anezho diouzh ar re all. Un toullad testennoù orin en hebraek eus ar skridoù
Linenn 26:
== E brezhoneg ==
* Un droidigezh eus ar ''Bibl'' en e bezh (Testamant Kozh ha Testamant Nevez) graet gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg|ar Gonideg]] a voe embannet e [[1866]], goude e varv.
* E [[1883]] e voe embannet troidigezh an ''Testamant Nevez'' , graet gant ar pastor protestant [[Gwilh ar C'hoad]] (1845-1914). Ar ''Bibl'' en e bezh (Testamant Kozh ha Testamant Nevez) a voe troet gantañ goude hag embannet e [[1897]] gant an ''Trinitarian Biblical Society'', eus Londrez, en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E [[2004]] e oa bet embannet ur stumm adwelet eus ar skrid-se, gant ''Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh'' a zo un aozadur kristen protestant avielour.
* Etre [[1953]] ha [[1981]] e voe embannet e ti [[Al Liamm]] ul lodenn euz an ''Testamant Kozh'' hag an ''Testamant Nevez'' en e bezh gant ur skipailh troerien, beleion gatolik, renet gant [[Maodez Glanndour]]. Troet eo diwar an destenn c'hresianek eus ar Bibl (Septuaginta).
* Etre [[1981]] ha [[1986]] e voe embannet e ti [[An Tour-Tan]] un droidigezh nevez, e pemp levrenn, eus an ''Testamant Kozh'', troet gant [[Job Lec'hvien]] ha [[Pêr ar Gall]]. Un droidigezh ger-ha-ger eo tost da vat, diwar an destenn hebraek, o virout ar muiañ ma vez gellet urzh ar frazennoù en hebraeg. Setu pemp levrenn an droidigezh-se. Levrenn 1 Ar Pentateuc'h (1981) ; Levrenn 2 ; Levrenn 3 : Ar Brofeded vras hag an daouzek (1982) ; Levrenn 4 Ar Salmoù hag ar Skridoù all (1985) ; Levrenn 5 : al levrioù eilkanonel (Daniel, Ester, Youdith, Tobit, 1 Makabeed, 2 Makabeed, Ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h, Lizher Yeremia) (1986).