Ñico Saquito : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: a s → a s (3) using AWB
Linenn 1:
'''Ñico Saquito''', pe '''Benito Antonio Fernández Ortiz''', ganet e [[Santiago de Cuba]] d'ar [[17 a viz Genver]] 1901 ha marvet e [[La Habana]] d'ar [[4 a viz Eost]] 1982, a oa ur soner eus [[Kuba]]. Anavezet eo evel gitarour en [[trova]] ha saver meur a ganaouenn brudet. <ref>Orovio, Helio 2004. ''Cuban music from A to Z, a biographical dictionary of Cuban music, artists, composers, groups and terms'', adwelet gant Sue Steward. ISBN 0822331861 Duke University, Durham NC; Tumi, [[Bath]]. p 80</ref>
 
Da 15 vloaz en doa tapet un tamm brud gant un toullad kanaouennoù ma tilezas ar [[baseball]] da gregiñ ur vuhez a d-''trovador''. Er bloavezhioù 1920 en devoa bodet un tamm laz-seniñ en-dro dezhañ, goude-se ez eas gant ar c'h-''Cuarteto Castillo'', hag er bloavezhioù 1930 edo o foetañ henchoù Cuba gant e sonerien. Goude-se e tistroas da Santiago ma savas ''[[Los Guaracheros de Oriente]]'', a sonas e kement parrez a zo e Cuba. E 1950 ez ejont betek [[Puerto Rico]] ha [[Venezuela]]. Chom a rejont er broioù estren betek war-dro 1960. Neuze e voe ret da bep hini ober e soñj: c'hoarvezet e oa [[Dispac'h Kuba]], kemeret e oa bet ar galloud gant [[Fidel Castro]], distreiñ pe na zistreiñ da Guba? Ñico a zistroas, ar re all ne rejont ket.<br />
Ur pennad mat eo bet o son en ostaleri vrudet [[Bodeguita del medio|La Bodeguita del Medio]], e [[La Habana]].
 
Linenn 9:
Lesanvet e oa ''El guarachero de Oriente'', abalamour da anv e laz-seniñ, hag ivez ''Compay Gato'', abalamour d'ar ganaouenn ''Adios compay gato''. E 1982 e reas ur bladenn evit ar gompagnunezh ''Egrem'' gant al lazoù ''[[Cuarteto Patria]]'' hag ''El Duo Cubano''.<ref>Embannet e voe an enrolladurioù dalif e ti [[World Circuit (record label)|World Circuit]] en 1983 hag anvet ''Adios compay gato''.</ref>
 
Brudet eo ar re-mañ dreist ar re all:
*''Cuidado compay gallo'',
*''[[María Cristina me quiere gobernar]]'',