Tifuz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Notennoù: kempenn, replaced: [[rummad : → [[Rummad: (2) using AWB
D replaced: l a → l a, , → , using AWB
Linenn 16:
===Tifuz laouek ou Tifuz european===
An tifuz laouek a vez degaset gant al loustoni ha lakaat a ra kleñvedoù-red marvus da loc’hañ e-pad ar brezelioù pe ar gwallreuzioù naturel. An organeg a zegas ar c’hleñved eo ar ''[[Rickettsia prowazekii]]'', roet gant [[laou]] an dud (''Pediculus humanus corporis''). An [[arouez]]ioù zo : poan benn, terzhienn, ur santimant anoued, faezhidigezh ha dispuilhoù war ar c’hroc’hen.
Kavet e vez an tifuz-se er broioù kerreizh eus Europa dindan anvioù disheñvel : ''Terzhienn ar prizonioù'', ''terzhienn ar gernez'', ''terzhienn an ospitalioù'' pe ''terzhienn ar bigi'' abalamour ma tegouezh stank pa vez fall ar stad naetadurezh ha pa vez stank ar boblañs ; evel er prizonioù hag er bigi.
Brudet eo [[kamp-bac’h]] [[Bergen-Belsen]] evit e loustoni a lakae an tifuz-red da ziwan ; Lakaat a reas kalz prizonidi da vervel eno.
 
Linenn 32:
 
== Istor ==
E-pad eil bloavez [[Brezel Peloponesos]] ([[-430]]) e oa skoet keoded Athen e Henc’hres gant ur c’hleñved-red spontus, anavezet abaoe evel Bosenn Aten, a lazhas, e-touez re all, [[Pericles]] hag e daou vab koshañ. Distreiñ a reas ar [[bosenn|vosenn]] div wezh, e -429 hag e goañvezh 427/6 kent J ?-K.. An tifuz laouek an hini a zegasas ar stropad-se moarvat , hervez soñj ar vezeien hag ar skolveuridi.En ur brezegenn e miz Genver 1999 e [[Skol-veur Maryland, College Park| Skol-veur Maryland]], David Durack, kelenner mezegiezh e [[Skol-veur Duke]] a skrivas : ''"Terzhienn an tifuz laouek eo an displegadenn wellañ. En e greñvañ e vez en amzer brezel ha disvoued, 20% merventi a vez, lazhañ a ra ar c’hlañvour goude 7 devezh, hag a-wezhioù e tegas ur rouestladenn arouezius : ar varvenn-gig e penn ar bizied hag ar bizied-troad. Kavout a reer holl ar perzhioù-se gant Bosenn Aten."'' <ref>Gwelet ivez : http://www.umm.edu/news/releases/athens.html</ref><ref>Gomme, A. W., embannet gant A. Andrewes and K. J. Dover. ''An Historical Commentary on Thucydides, Volume 5. Book VIII'' Oxford University Press, 1981. ISBN 0-19-814198-X.</ref>.