Frañsez III (dug Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: t d → t d (2) using AWB
Linenn 3:
[[Skeudenn:Franciszek III Bretoński.JPG| thumb|right|150px|E vreur [[Herri II (Bro-C'hall)|Herri]], daofin Bro-C'hall ha dug Breizh war-lerc'h marv e vreur Frañsez, livet gant [[Corneille de Lyon]]. ]]
 
'''Frañsez Bro-C'hall''', ganet d'an 28 a viz C'hwevrer [[1518]] e kastell [[Amboise]] ha marvet d'an 10 a viz Eost [[1536]] e kastell [[Tournon]], a oa [[mab]] henañ [[Frañsez Iañ a Vro-C'hall|Frañsez Iañ]], roue [[Bro-C'hall]], ha [[Klaoda Bro-C'hall]], [[merc'h]] henañ [[Anna Breizh]] ha [[roll Rouaned ha Duged Breizh|dugez Breizh]] a-berzh he mamm. [[Daofin]] Bro-C'hall e oa eta, ha [[dug Breizh]] dindan an anv a [[Frañsez III]].
 
Badezet e voe en Amboise d'ar 25 a viz Ebrel [[1519]]. [[Daofin]] Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e [[1518]]. [[Istor Breizh #Dugelezh Breizh|Dugelezh Breizh]] a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e [[1524]].
 
==Spagn==
E [[1525]] e voe trec'het e dad en [[emgann Pavia]], ha priziniet e voe gant e enebour bras [[Karl V, impalaer santel| Karl V]], impalaer Aostria ha roue [[Spagn]]. Evit bezañ dieubet e rankas ar roue gall fiziout e zaou vab Frañsez ha Herri en e enebour. En em zaskor a rejont war harzoù Frañs-Spagn d'ar 15 a viz Meurzh [[1526]]. Pevar bloaz e chomas an daou vreur prizoniet e [[Spagn]] e-lec'h o zad, adalek 1526 betek [[1530]]. Eus eno, a lavarer, e teuas gantañ ar c'hiz da wiskañ dilhad du.
 
==Dug Breizh==