Marilyn Monroe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Amzerioù diaes evit Marilyn: replaced: , → , using AWB
 
Linenn 38:
Er c’houlz-mañ e veze gwelet Marilyn get Marlon Brando. Hag er memes-tro e krogas da zaremprediñ Arthur Miller, oberer reuzeudik, dimezet ha tad 2 vugel. Kaout a reas an disparti d'an [[11 a viz Genver]] [[1956]], ha dimeziñ geti d’an [[29 a viz Even]] [[1956]]. Kemmañ kredenn a reas Marilyn hag e teuas da vezañ yuzev. An hañv [[1956]] tremenet en Amagansett a voe mare plijusañ ha eürusañ eviti eus he buhez a-bezh. E miz Gouere e tizoloas e oa dougerez, Marilyn plijet get ar soñj bout mammig, e voe he gwallerus anav eo ur faos-dougen. Beuzet e voe Marilyn Monroe en un ziwaskadenn, ha savetet e voe eus daou overdoz.
 
Micher skrivagner Miller a redie anezhañ d’ur zigenvez, e penn-kentañ asantet get e vaouez, hag àr lerc’h ur pennadig e tirenkas anezhi, neuze ec'h asantas c’hoari er film «Some like it hot». War ar bladenn-filmañ an holl a gav anezhi torr-penn get he froudennoù, hag he daleoù. E fin miz Kerzu e reas Marilyn ur faos-dougen arall , brud ar film “Some Like it Hot” ne reas mann ebet dezhi ha kenderc’hel a reas get he diwaskadenn. Krogiñ a reas ar c'hudennoù d’en em ziskouez en he c'houblad. E-pad filmañ ar film “Let’s Make Love” ur brud a zo àrnezhi emañ o taremprediñ get Yves Montand un aktor, kaner ha dañsour brudet er bed. Met gwiroc’h eo he doe ur bik-kalon evitañ met ne oa ket kemm-ouzh-kemm. E-pad filmañ “The Misfits” skrivet get Arthur Miller a-ratozh evit Marilyn, e voe o c’houblad en em diemprediñ. Dispartiiñ a rejont e miz Du [[1960]]. Hag e voe ofisiel d’an [[20 a viz Genver]] [[1961]]. Heuliiñ a reas Marilyn en-dro un diwaskadenn, ober a reas ar vaouez meur a chomadenn en ur glinikenn, drougimplijiñ an alkol hag ar louzoù a reas Marilyn.
 
E penn-kentañ ar blezad [[1962]] e veze lavaret he doa Marilyn un istor karantez get Robert Kennedy, ur politikour. Ar pezh a roas startijenn dezhi, hag e voe c’hoariet geti ur film arall. Posupl eo he defe bet un istor get ar prezidant Kennedy.