Ar Baol-Skoubleg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: n e → n e (5) using AWB
Linenn 24:
| lec'hienn web = [http://www.mairie-labaule.fr/ www.mairie-labaule.fr]
}}
'''Ar Baol-Skoubleg''' a zo ur gumun eus [[Liger-Atlantel]], e [[gevred]] [[Breizh]]. Ur gêr gouronkañ war [[Aod ar Garantez]] eo. Brudet eo he bae hag an hir a draezhenn a-hed dezhi eus [[Pornizhan]] d'[[ar Poulgwenn]]. Ur gêr douristel-tre eo.
 
== Istor ==
Linenn 37:
==== [[Eil brezel-bed]] ====
* Implijet e voe nijva Skoubleg gant al [[Luftwaffe (1933-1945)|Luftwaffe]] ([[aerlu]] [[alaman]]) pa voe bet trec'het [[Bro-C'hall]] <ref> Henri Amouroux, ''La grande histoire des Français après l'occupation'', Embannadurioù ''Robert Laffont'', levrenn 10 ''La page n'est pas encore tournée'', Pariz (Bro-C'hall], 1993, pajenn 395 </ref>.
* D'an [[13 Mae|13 a viz Mae]] [[1941]] e kouezhas ur c'harr-nij (''[[Bristol Blenheim]] IV'' marilhet V6430 ha kodet UX-?) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] (''[[Royal Air Force]]'') er mor nepell eus ar Baol-Skoubleg; mervel a reas e dri nijour, daou anezhe a voe douaret e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an trede hini; d'ar [[25 Meurzh|25 a viz Meurzh]] [[1942]] e kouezhas un nijerez (''[[Vickers Wellington|Wellington II]]'' marilhet W5578 ha kodet PH-?) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] (''Royal Air Force'') e Skoubleg; mervel a reas pevar nijour, douaret e voent e bered "Pont du Cens" en [[Naoned]]; an daou nijour all a voe serret gant an [[Alamagn|Alamaned]]; d'ar [[16 Ebrel|16 a viz Ebrel]] [[1942]] e kouezhas ur c'harr-nij (''[[Vickers Wellington|Wellington III]]'' marilhet X3417 ha kodet GT-?) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] (''Royal Air Force'') er mor nepell eus Skoubleg; mervel a reas e seizh nijour<ref>[http://www.absa3945.com/Pertes%20Bretagne/Loire%20Atlantique/pertes_raf_loire_atlantique.html Pertes RAF]</ref>; d'an [[3 Genver|3 a viz Genver]] [[1943]] e kouezhas ur c'harr-nij ''[[B-17]]'' eus [[aerlu]] [[SUA]] (''[[United States Army Air Forces]]'') e koad Skoubleg; seizh nijour a voe lazhet, tapet e voe an tri all eus e baread gant an [[Alamagn|Alamaned]] <ref>[http://www.absa3945.com/Pertes%20Bretagne/Loire%20Atlantique/pertes_usaaf_loire_atlantique.html Pertes USAAF]</ref>. D'ar [[29 Mezheven|29 a viz Even]] [[1943]] e kouezhas un nijerez ''[[Messerschmitt Bf 109]]'' eus an [[aerlu]] [[alaman]] (''[[Luftwaffe (1933-1945)|Luftwaffe]]'') etre ar Baol ha [[Sant-Nazer]]; mervel a reas he nijour, douaret e voe e [[Pornizhan]] <ref>[http://www.absa3945.com/Pertes%20Bretagne/Loire%20Atlantique/pertes_luftwaffe_loire_atlantique.html Pertes Luftwaffe]</ref>.
 
===Darvoudoù-sport a bep seurt===