Pāṇḍava : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Ganedigezh ar bPāṇḍava-ed: replaced: , → , using AWB
Linenn 8:
 
Sellet e vez ouzh ar bPāṇḍava-ed evel mibien Pāṇḍu dre ma'z int bugale d'e ziv bried. Diskouez a ra ar Mahābhārata ez int hanterzoueed avat, mibien d'ur vaouez ha d'un doue : ne voe engehentet hini ebet anezho gant Pāṇḍu. Pa oa nevez zimezet ha dishêr hemañ ez eas da chaseal, ha gloazañ a reas un askezour hag a villigas anezhañ : ma kousk gant e briedoù e varvo da goulz ar bliz. [[Kunti]], e bried kentañ a implijas an donezon he doa bet, hag hi plac'hig yaouank c'hoazh, gant ur brahman : gallout a ra gervel forzh peseurt [[deva]] ha goulenn gantañ reiñ ur mab dezhi, ganet e vo diouzhtu. Gant ar c'hoant gouzout he doa implijet an donezon-se a-raok bezañ dimezet da bPāṇḍu hag engehentet he doa [[Karṇa]]. Kinnig a reas neuze da bPāṇḍu dibab o-daou piv a vefe an tadoù doueel :
* gervel a reas [[Dharma]], an Dever, hag engehentiñ a reas an henañ , '''[[Yudhiṣṭhira]]''' ar vertuz ;
* gant [[Vayu]], an Avel rust ha kreñv, e voe engehentet '''[[Bhīma]]''' ;
* hag [[Indra]], roue an doueed, a voe engehenter '''[[Arjuna]]''', ar barfeted.