Bartolome (abostol) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: n h → n h (7) using AWB
Linenn 5:
Meneget eo ivez e levr [[Oberoù an Ebestel]] (Ober. '''1''',13) pa vez bodet an diskibled er Gamblid <ref>Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 282</ref>.
 
Bibliourien zo a lavar ez eo ar memes den hag an [[Natanael]] a voe kinniget da Jezuz gant [[Filip (abostol)|Filip]] (Yn '''1''', 45-51) met dizemglev a zo war ar poent-se.
 
Er mammennoù e [[sirieg]] e vez anvet pe Bartolome, pe Natanael bar (mab) Tolmai pe Natanael Bartolome Natanael<ref>{{fr}}Don Régis Moreau, ''Thomas en Chine : les sources'' in ''L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie'', emabannadurioù AED, Pariz, 2013, p 41.</ref>.
Linenn 15:
Avielet en defe [[Arabia]], [[Persia]] ha marteze kornôg Indez gant an abostol [[Tomaz (abostol)|Tomaz]]<ref>{{fr}}Ilaria Ramelli, ''L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas'' in ''L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie'', embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 67-69.</ref>. Tri hengoun disheñvel, hini Aleksansdria (gant [[Eusebius Kaesarea|Euzebius Kaesareia]] ha [[Hieronimos]]), levrioù kozh a-zivout ar verzherien, « Pasion » sant Bartolome a liamm avielerezh Bartolome ouzh Indez.
 
Hervez [[Eusebius Kaesarea|Euzebius Kaesareia]] e kavas Panten a [[Aleksandria]] pa yeas da Indez skouerennoù eus [[Aviel Mazhev]] bet lezet e ti tud zo gant Bartolome pa oa deuet di da avielañ<ref>{{fr}}Euzebius Kaesareia, ''Istor an Iliz'', 10, 3, meneget gant Ilaria Ramelli, e ''L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas'' in ''L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie'',embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 65</ref>. Memes titour a voe roet Jerom a Stridon a lavar ouzhpenn e tistroas Panten gant ur skouerenn eus al levr
<ref>{{fr}}Ilaria Ramelli, ''L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas'' in ''L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie'', embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 66</ref>.
 
Hervez an hengoun kristen e vefe bet oc'h avielañ [[Armenia]] gant [[Tomaz (abostol)|Tomaz ]] ha [[Jud (abostol|Jud]] ivez <ref>{{fr}}Maxime Yevadian, ''Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine'' in ''L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie'', embannadurioù AED, Pariz, 2013, p129</ref>. Kaget evefe bet Bartolome da avielañ bro ''Albanopolis''. Merzheriet e vefe bet er gêr-se avefe per ur gêr eus [[Armenia Vihan]], pe ur gêr eus su menezioù ar [[Kaokaz|C'haokaz]]<ref>{{fr}}Maxime Yevadian, ''Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine'' in ''L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie'', embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 130</ref>. Hervez al [[Legenda aurea]], e vefe bet digroc'henet ez-vev, staget ouzh ur groaz ha dibennet.
 
Treuzkaset e vez an hengounioù-se gant Iliz apostolek Armenia.
Linenn 27:
Sant-paeron ar gigerien, ar givijerien hag ar geinerien levrioù eo Sant Batolome. Lidet e vez d'ar 24 a viz Eost gant ilizoù kristen ar C'hornôg ha d'ar 25 gant ilizoù ar Reter. Liammet eo an deiziadoù-se eus a deiz ma voe kaset e relegoù da Enez [[Lipari]] e [[580]]GJK moarvat.
 
Lidet e vez deiz-ha-bloaz e verzherinti d'an 11 a viz Mezheven gant ilizoù ar Reter.
 
[[File:Last judgement.jpg|thumb|200px|center|Sant Bartolome o telc'her ar gontel a servijas d'e verzheriañ hag e groc'hen, darn eus murlivadur ar [[Barn Diwezhañ|Varn Diwezhañ]] er [[Chapel Sistina]] gant par [[Michelangelo|Miachelangelo Buonarroti]].]]