Giulio d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: g F → g F (6) using AWB
Linenn 1:
'''Giulio d'Este''' (1478-1561) a oa mab bastard da [[Ercole Iañ d'Este]], [[dug Ferrara]], ha da Isabella Arduino, [[dimezell a enor]] gant [[Eleonora di Napoli]], pried Ercole.
 
==E vreudeur==
Linenn 5:
* [[Isabella d'Este|Isabella]] (1474-1539), a zimezas da [[Francesco II Gonzaga]], markiz [[Mantova]],
* [[Beatrice d'Este|Beatrice]] (1475-1497), a zimezas da [[Ludovico Sforza]], lesanvet ''il Moro'', dug [[Milano]], hag a varvas da 22 vloaz;
* [[Alfonso d'Este|Alfonso]] (1476-1534), a zimezas da [[Anna Sforza]] ha da [[Lucrezia Borgia]], hag a renas e [[Ferrara]] goude marv o zad e 1505;
* [[Ferrante d'Este]] ([[1477]]-[[1540]]);
* [[Ippolito d'Este|Ippolito]] (1479-1520), kardinal,
Linenn 14:
==Tabut ha skrapadenn==
Etre ar vreudeur Este e savas [[tabut]] diwar-benn ur soner, Don Rainaldo. Hennezh a servije [[Giulio d'Este]], bastard da Ercole Iañ, met fellout a rae d'ar c'hardinal Ippolito d'Este, mab d'an dug hervez al lezenn, e gaout evit e chapel. <br />
Ippolito, war-dro dibenn 1504, a deuas da Ferrara abalamour ma oa manet klañv o zad, a skrapas Rainaldo hag a gasas anezhañ da [[Rocca del Gesso]], ur c'hreñvlec'h a oa da [[Giovanni Boiardo]], kont [[Scandiano]]. E miz Mae 1505 e ouias Giulio pelec'h e oa kuzhet ar soner, hag a-gevret gant e [[hantervreur]] [[Ferrante d'Este]], ha tud armet d'o heul, ec'h eas da adkemer ar paotr yaouank. Ippolito avat, a oa harp divrall e vreur henañ Alfonso, an dug, ac'h eas da glemm ouzh Alfonso diwar-benn an taol-se hag Alfonso da harluiñ an daou vreur: Ferrante da gêr [[Modena]], ha Giulio da gêr [[Brescello]].<ref name=sb />
Pe Lucrezia, eil pried an dug Alfonso, pe [[Isabella d'Este]] hag he fried [[Francesco II Gonzaga]], a deuas a-benn da lakaat Alfonso da bardoniñ e vreudeur en taol-mañ.<ref name=sb />
 
Linenn 33:
Siwazh dezho, ne oant ket gwall ampart. Div wech e klaskjont e lazhañ, da noz er straed teñval, gant kontilli kontammet, met kazeg a rejont bep taol<ref name=Bellonci/><ref name=Bradford/>.
 
Diskuliet e voe an irienn gant spierien o breur kardinal, [[Ippolito d'Este]], e-pad ma oa an dug o veajiñ. Lucrezia hag Isabella a alias Giulio da dec'hel da gêr Mantova, da gaout gwarez digant e vreur-kaer [[Francesco Gonzaga]].<ref name=Bellonci/><ref name=Bradford/> Ha Francesco, en desped da c'houlenn Alfonso, a nac'has adkas Giulio dezhañ.
 
Barnet e voe an iriennerien daoust da se e ti Sigismondo d'Este, ar breur yaouankañ. Giulio ha Ferrante, ha tri all c'hoazh, a voe kondaonet d'ar marv.
 
Eventually succumbed to the pressure of
 
Alfonso a c'hourdrouzas e vreur-kaer kas un arme d'e vreur-kaer Francesco, da gerc'hat an irienner Giulio,<ref name=Bradford/> ha gwelloc'h e kavas dug Mantova kas Giulio da Ferrara en-dro.