Hendrik Geeraert : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: , → , using AWB
Linenn 11:
Hendrik a zo bet ganet en niverenn 40 ag al Langestraat e [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]. E dad, Augustinus, a oa ur pesketour "ag [[Island]]" hag e vamm, Anna Veranneman, ur vatezh hag un dantelezerez. Hendrik a labouras evel merdead war e dra. P'edo 24 vloaz e timezas gant Melanie Jonckheere e [[Veurne]]: eizh bugel a c’hanas dezhe. Mervel a reas en un c'hlañvdi e [[Brugge]] d’ar [[17 Genver|17 a viz Gouere]] [[1925]] .
 
Tro hanter miz Here 1914 e kejas ouzh unanad ar brezelijinourezh [[Belgia|belgiat]] a ziwalle ar skluzioù e [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]. Arvarus eo an traoù, an Alamaned a gemer [[Lombardsijde]]; tostaat a reont eus ar pontoù dreist d'an [[Ijzer]]. Divizet eo gant ar pennlu [[Belgia|belgiat]] beuziñ polder Nieuwendamme ([[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]) , pezh a zo bet graet d'an [[21 Here|21 a viz Here]] gant skoazell Geeraert.
 
N'eo ket trawalc'h: divizet eo d'an [[26 Here|26 a viz Here]] beuziñ ar vro etre [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]] ha [[Diksmuide]]. Karel Cogge a ro e skoazell. N'eo ket efedus an taol kentañ. Geeraert a zeu a-benn da gendrec'hiñ ar pennlu da lakaat da zigeriñ dor bras an Noordvaart (''Kanol an Norzh'') er ''Ganzepoot'' e [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]: graet eo d'an [[29 Here|29 a viz Here]]. Al lu [[Alamagn|alaman]] a rank kilañ en ur lezel dafar-brezel ha korfoù-marv soudarded war e-lerc'h.