Maurice Challe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 6 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q377585
D →‎top: replaced: s C → s C using AWB
Linenn 1:
'''Maurice Challe''' oa un nijer hag ur jeneral gall ganet e [[Pontet]] (er [[Vaucluse]]) d'ar [[5 Gwengolo|5 a viz Gwengolo]] [[1905]] ha marvet an [[18 Genver|18 a viz Genver]] [[1979]]. Unan eus pevar aozer putsch ar jeneraled en [[Alger]] e voe e [[1961]].
 
E [[1923]] ez eas Challe da skol milourel [[Saint-Cyr]] ha dont a reas da vezañ isletenant e [[1925]]. Diouzhtu goude kuitaat ar skol ez eas en aer-lu e lec'h ma voe stummet da vezañ nijer. E [[1932]] e voe uhelaet d'ar renk a gapiten. E [[1937]] ez eas da uhelskol an aer-lu hag e miz Gouere 1939 e beurechuas e stummadur a ofiser eus strollad pennoù-bras an arme.
 
E [[1940]], Challe a gemeras perzh e emgannoù en aer e Norzh Bro-Chall ha uhelaet eo d'ar renk a ofiser al "Légion d'honneur". Goude kolloù Bro C'hall, e zeas e penn ar strollad anavezadenn 2/14 e [[Avignon]]. E miz Mae [[1944]], pa laboure dindan al lezanv Guy, e kasas dielloù sekred an aer-lu alaman e [[Londrez]]. Goude dilestradeg Normandi e teuas da vezañ enseller en ur skouadrennig bombardiererien.