Abousir : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Rummad resisoc'h
D →‎top: replaced: g o → g o using AWB
Linenn 5:
Kavout a reer seizh [[piramidenn]] en dachenn-se, a dalvezas da vered-veur bennañ ar faraoned e-pad ar [[Vvet tierniezh Henegipt|pempvet tierniezh]]. Disteroc'h eo perzh mat piramidennoù Abousir evit hini piramidennoù ar [[IVe tierniezh Henegipt|pevare tierniezh]]. Diskouez a ra marteze un digresk e galloud ar faraoned pe un ekonomiezh gwanoc'h. Bihanoc'h int evit ar re a oa bet savet diagent, ha savet int bet gant maen-raz lec'hel, izel o c'halite.
 
An teir firamidenn vrasañ eo re [[Niouserre]] (zo ivez an hini zo er stad wellañ), [[Neferirkare Kakai]] ha [[Sahoure]]. Kavout a reer ivez eno [[Piramidenn Neferefre|Piramidenn ziglok Neferefre]]. Holl ar piramidennoù brasañ en Abousir a oa savet e stumm piramidenoù bazennek. Soñjal a reer e oa savet an hini vrasañ anezhe, [[Piramidenn Neferirkare Kakai]], e stumm ur biramidenn bazennek, dezhi 70 metrad uhelder, hag oa kempennet diwezhatoc'h e piramidenn "wirion" o leuniañ ar pazennoù gant pezhioù mañsonerezh.
 
== Liammoù diavaez ==