Rio de Janeiro : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: d R → d R, , → , using AWB
Linenn 30:
|}
[[Restr:Rio de Janeiro - Pão de Açucar - Cablecar.jpg|thumb|285px|[[An Dorzh Sukr]]]]
'''Rio de Janeiro''', alies ha dre verrdro '''Rio''', a zo ur vegalopolenn lec'hiet e gevred [[Brazil]]. Kêr-benn [[Stad Rio de Janeiro]] eo ivez. 6,1 milion a dud a zo o chom enni (''[[cariocas]]'' a vez graet anezho). Rio de Janeiro eo an eil brasañ kêr e Brazil war-lerc'h [[São Paulo]] (kêr-benn ekonomikel). Anavezet eo er bed a-bezh evit he [[meurlarjez]], hec'h aodoù ([[Copacabana]] hag [[Ipanema]]). Kêr-benn gozh Brazil eo ha deuet eo da vezañ ul lec'h sevenadurel a-bouez ha dreist-holl touristel-kenañ.
 
== Istor ==
Linenn 37:
Lec'h ar gêr a voe dizoloet d'ar c'hentañ a viz Genver 1502 gant un Italian o servij Portugal [[Amerigo Vespucci]]. Vespucci a anvas al lec'h Rio De Janeiro ( ''Stêr miz [[Genver]]'' e [[brezhoneg]]). D'ar mare-se, Indianed [[Guarani]]] a oa o vevañ du-se. Kregiñ a rejont da genwerzhañ gant Portugaliz. Ar c'henwerzh a eas mat en-dro. Met ne veze ket darempredoù mat atav etre an Indianed ha Portugaliz. Ouzhpenn-se, an Indianed a genwerzhe ivez gant Bro-C'hall ha gant an Izelvroioù.
Er XVIvet kantved e voe tagadennoù a-berzh ar [[morlaer|vorlaeron]], ar C'hallaouded ha morlaerien an [[Izelvroioù]]. Distrujet e voe ganto un tamm eus kêr.
Met Portugal n'he doa ket c'hoant e vije tud war he zachenn, neuze, e 1564, goude 2 bloavezh emgann e voe savet gant Estácio de Sá, d'ar c'hentañ a viz Meurzh, ar gêr « São Sebastião do Rio de Janeiro » (Sant Sebastian eus stêr miz Genver) en enor da [[Sebastião Iañ]] , roue Portugal. Etrezek fin ar XVIvet kantved, roue ar Portugal a lakaas da sevel tourioù evit difenn ar gêriadenn ha goulenn a reas digant an Indianed e sikour d'he difenn. Ul gêr lec'hiet mat eo Rio de Janeiro rak gellout a rae ober kenwerzh gant Afrika hag Europa. E-koulz an XVIIIvet kantved e voe ar gêriadenn en ha wellañ gant dizoloadenn an aour hag ar maen prizhius
Rio de Janeiro a zeuas da vezañ kêrbenn Portugal goude trevadenn Napoleon e Portugal.
*''Ur pennad [[Protokol Rio de Janeiro ]] e 1942 zo ivez.''