Stan Lee : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 45 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q181900
D replaced: r h → r h (6) using AWB
Linenn 22:
| lec'hienn =
}}
'''Stan Lee''' (Stanley Martin Lieber eus e wir anv) a zo ganet e [[New York]] d'an [[28 a viz Kerzu]] [[1922]]. Ur senarioour hag ur rener embannadur amerikan mil anavezet eo-eñ. E anv a zo kevredet da vat gant an ti-embann [[Marvel Comics]].
 
Krouet en deus Lee, e kenlabourerezh gant senariourien all, da skouer Jack Kirby pe Steve Ditko evit ar re anavezetañ, meur a c'hourharoz hag a zo evit ar brasañ anezho re vrudetañ Marvel Comics ( [[Spider-Man]], [[Fantastic Four]], [[X-Men]], [[Iron Man]], [[Hulk]], [[Thor (Marvel)|Thor]], [[Daredevil]] pe c'hoazh [[The Avengers]]). A-drugarez d'ar bennvad savet gant e dudennoù, tremenet eo Marvel Comics eus ur gevredigezh embann bihan d'ur strollad industriel multimedia bras-meurbet.
 
== E vuhez ==
Linenn 33:
Met a-raok fin an dekvloiziadeg-se, e voe displijet Lee gant e labour ha divizout a reas chom a-sav.
 
E fin ar bloavezhioù 1950 ec'h adsavas an embanner Julius Schwartz, embanner e ti [[DC Comics]], mojenn Flash, hag ivez diwezhatoc'h [[The Justice League of America]]. Evel respont d'an ti-embann kentc'hoantegezh-mañ, an embanner Martin Goodman a c'houlennas gant Lee sevel ur skipailh gourharozed nevez. Heuliañ a reas Lee kuzulioù e wreg, he doa laret dezhañ n'en doa netra da goll, rak c'hoant cheñch labour 'oa gantañ.
 
Gourharozed nevez Lee a voe disheñvel mik diouzh ar c'hourharozed all hag a oa evit ar muiañ anezho tud dispar, peurvat, ha savet dreist-holl evit bout lennet gant ar bro-krennarded. Ar c'hourharozed krouet gantañ a oa tudennoù gant kudennoù bredoniezh, imorioù displijus pe c'hoazh kudennoù argant. Da lavaret eo, tudennoù ma c'hell al lennerien en em anavezout enno.
 
Ar strollad gourharozed kentañ krouet gant Stan Lee ha [[Jack Kirby]] a voe ''The Fantastic Four''. Ur bennvad e voe ar gazetenn-se, ha buan o deus ranket Lee ha treserion Marvel krouiñ ur bern titloù nevez. Gant Kirby evit kregiñ, e krouas Lee ''Hulk'', ''Iron Man'', ''Thor'' ha [[The X-Men]]; gant Bill Everett, [[Daredevil]] ha gant Steve Ditko, ''Doctor Strange'' ha gourharoz pennañ Marvel, [[Spider-Man]].
Gantañ eo bet ijinet ivez ar mod produiñ ar c'homics anavezet hiziv an deiz gant an anv Stil Marvel: o labourat gant tresourion ampart, ne lavare dezho nemet ar pep pouezusañ eus an istor, al linennoù bras eus an istor da dresañ. D'ar mare-se, e oa ret d'an treser sevel an niver a bajennadoù rediet da dizhout evit ar gazetenn, hag ur wech echu ec'h ouzhpenne Lee ar c'homzoù. En un doare disheñvel, an dreserion a oa kensenariourien ar c'homic treset ganto.
 
Linenn 72:
* Framingham, Mass. [http://www.folkstory.com/articles/spiderman.html "Myth and the Hero's Journey: Big Screen Blockbusters - Star Wars, Spider-Man Tell Timeless Tales"], ''Daily News'' (5 a viz Mae 2002), gant Chris Bergeron]
*[http://www.upress.state.ms.us/books/886 Stan Lee: Conversations (University Press of Mississippi)]
*[http://www.mynorthwest.com/?nid=11&sid=296873 Stan Lee e ComiCon Seattle]
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1922]]