Ferrante d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: z C → z C (10), , → , using AWB
Linenn 4:
Savet e voe e lez Aragon, bro orin tiegezh e vamm.<br />
 
=== E lez Charlez VIII ===
 
E [[1493]] e voe pedet gant e dad da vont da servij ar roue gall [[Charlez VIII ]] e lez Bro-C'hall. Pan eas Charlez da aloubiñ [[Italia]], e tivizas Ferrante leuskel ar C'hallaoued da vont en o hent da-vetek [[Napoli]] ha chom e [[Roma]] da zispign a gelorniadoù ar gwenneien kaset dezhañ bep an amzer gant e dad.<ref name=sb>Sarah Bradford. ''Lucrezia Borgia''. [[Milano]], Mondadori, 2005. ISBN 88-04-55627-7</ref> O welout pegen lezirek e oa e vab e kasas an dug Ercole ul lizher gourdrouz dezhañ, evit e lakaat da ober e seizh gwellañ da servij ar roue ha da blijout dezhañ o vont adarre gant an arme c'hall.<ref name=sb /> Mont a reas ar mab eta d'en em gannañ gant Charlez en [[emgann Fornovo]] ha goude e tistroas d'e heul da Vro-C'hall. E [[1497]] avat e tistroas da [[Italia]] .
 
=== Distro da Ferrara ===
E [[1498]] e voe roet dezhañ gant [[Venezia]] [[condotta]] evit brezel [[Pisa]]. A-gevret gant [[Marco da Martinengo]], [[Gurlino Tombesi]]ha [[Filippo Albanese]], e tifennas Pisa diouzh arme [[Firenze]] betek nevezamzer 1499, quando, tornato a Ferrara, venne licenziato da Venezia.
 
E 1499 ez eas gant e vreur Alfonso da gêr [[Milano]] d'ober anaoudegezh gant ar roue gall [[Loeiz XII]], a oa o paouez aloubiñ [[Lombardia]]. Dle bras a reas Ferrante el lez c'hall ha ne blijas ket nemeur d'ar roue.<ref name=sb />
Linenn 15:
E [[1502]] e voe kaset da [[Ferrara]] da zerc'hel [[Cento (Italia)|Cento]] ha [[Pieve]], a oa bet roet gant ar pab [[Alesant VI]] d'an [[Tiegezh d'Este]].
 
Etre ar vreudeur Este e savas [[tabut]] diwar-benn ur soner, don Rainaldo. Hennezh a servije [[Giulio d'Este]], bastard da Ercole Iañ, met fellout a rae d'ar c'hardinal Ippolito d'Este e gaout evit e chapel. Ippolito, war-dro dibenn 1504, a deuas da Ferrara abalamour ma oa manet klañv o zad, a skrapas Rainaldo hag a gasas anezhañ da [[Rocca del Gesso]], ur c'hreñvlec'h a oa da [[Giovanni Boiardo]], kont [[Scandiano]]. E miz Mae 1505 e ouias Giulio pelec'h e oa kuzhet an den hag a-gevret gant Ferrante ha tud armet ec'h eas da adkemer ar soner. Ippolito, a oa harp divrall e vreur henañ Alfonso, an dug, ac'h eas da glemm ouzh Alfonso diwar-benn an taol-se hag Alfonso da harluiñ an daou vreur: Ferrante da gêr [[Modena]] ha Giulio da gêr [[Brescello]].<ref name=sb />
 
Pe Lucrezia, pe [[Isabella d'Este]] hag he fried [[Francesco II Gonzaga]] a deuas a-benn da lakaat Alfonso da bardoniñ e vreudeur.<ref name=sb />
Linenn 22:
Iriennañ a reas gant e [[hantervreur]] [[Giulio d'Este]] (1506) a-enep o breur, an dug [[Alfonso Iañ d'Este]] . Meura wech e klaskjont e lazhañ, met kazeg arejont bep taol. Diskuliet e voe an irienn gant o breur kardinal, [[Ippolito d'Este]].
 
Bac'het e voe Ferrante war urzh e vreur henañ Alfonso e 1506, ha chom a reas en toull betek e varv , 34 bloaz goude, da 63 bloaz. Gwech ebet ne deuas den d'e welout. Giulio avat a voe dieubet gant e niz [[Alfonso II d'Este]] goude 53 bloavezh er vac'h .
 
==Notennoù==