Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
→‎He buhez: -skeudenn ha n'eus ket outi
D replaced: z C → z C (6) using AWB
Linenn 10:
 
==Rejantez==
E [[1826]], pa oa klañv-fall João VI, ec'h anvas ur c'huzul rejañs renet gant an infantez Isabel Maria, pemp bloaz warn-ugent dezhi. Er bloavezh-se edo [[Pedro IV|Pedro]], ar priñs pennhêr, e Brazil, dizalc'h abaoe pevar bloaz, e vreur Miguel e Vienna, ar rouanez Carlota Joaquina a oa harluet e Queluz, hag ar merc'hed henañ, c'hoarezed Isabel (Maria Teresa ha [[Maria Francisca de Assis de Bragança]]) a oa dimezet da infanted spagnol. João VI a varvas pevar deiz goude embann an dekred.
 
Derc'hel ar c'huzul a reas Isabel Maria, goude marv ar roue zoken, da c'hortoz distro he breur ar pennhêr, betek miz C'hwevrer [[1828]]. Ouzhpenn Isabel Maria e oa er c'huzul: ar c'hardinal [[Patrício da Silva]]; [[Nuno Caetano Álvares Pereira de Melo, 6.º Duque de Cadaval|6vet Dug Cadaval]]; [[Francisco Xavier de Menezes da Silveira e Castro|1añ Markiz Valada]]; [[Marcos de Noronha|Kont Arcos]]. Da eilerien dezho e oa ar c'hwec'h [[ministr]]-stad .
 
Pedro IV avat a laoskas e gurunenn gant e verc'h Maria da Glória a oa e Londrez <!--, with the condition that she should marry her uncle Miguel. Isabella Maria continued as regent until 1828, when a civil war started between absolutists, supporting Miguel, and liberals, supporting Maria II (called the Liberal War) that would end with a liberal victory and defeat and consequent exile of Miguel.-->
Linenn 18:
E 1828 en em dennas Isabel Maria evit reiñ lec'h da [[Maria II Portugal|Maria da Glória]], merc'h henañ [[Pedro IV]] (ha Pedro Iañ Brazil), a oa da eurediñ d'hec'h eontr [[Miguel Iañ Portugal|Miguel Iañ]]. Hennezh, en e du, a oa da ober le da zoujañ [[Karta Bonreizhel Portugal (1826)|Karta Bonreizhel 1826]] embannet gant Pedro IV. N'eo ket evel-se avat e troas an traoù.
 
E miz Mezheven ec'h embannas Isabel Maria e:
:''Touiñ a ran seveniñ ha lakaat seveniñ ar Garta Vonreizhel roet gant ar Roue [[Pedro IV Portugal|Dom Pedro IV]] d'an [[29 a viz Ebrel]] [[1826]], evit rouantelezhioù [[Rouantelezh Unanet Portugal, Brazil hag an Algarve|Portugal hag an Algarve]] hag e zomanioù, tão inteira e fielmente como nela se contém''.
 
==Brezel==
Pedro IV, hag a ouie koulskoude penaos e oa kont er rouantelezh, a embannas un dekred e [[1827]] da reiñ ar rejañs d'e vreur. Miguel a erruas e Portugal e [[1828]], da gas da benn rejañs an infantez Isabel Maria.
Karta Bonreizhel Portugal a voe kalzik a dud o sevel a-enep dezhi, ha Miguel en o zouez.