Aurora von Königsmarck : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: l d → l d (2), , → , (4) using AWB
Linenn 2:
[[Skeudenn:Schloss Agathenburg, Hof.JPG|thumb|upright=1.3|Kastell Agathenburg, lec'h he bugaleaj]]
 
[[Skeudenn:Stolpen-August.der.Starke.JPG|thumb|upright=1.3| Ar priñs [[Friedrich August Iañ von Sachsen]] (1670-1733) , Dilenner Sachsen ha roue Pologn]]
 
'''Aurora von Königsmarck''' pe '''Marie Aurora von Königsmarck ''' ([[1662]] - [[1728]]) a oa ur gontez [[alaman]] ha [[svedat]], brudet he spered hag he c'hened.
[[Serc'h]] e oa da [[Friedrich August Iañ von Sachsen]] (1670-1733) , anavezet ivez evel [[August der Starke]] (an hini kreñv), [[roue Pologn]].
 
==He buhez==
Linenn 18:
===Yaouankiz===
He yaouankiz a dremenas e [[kastell Agathenburg]]. Pa varvas o zad e 1673 eo o mamm a gemeras ar stur en tiegezh. Adalek 1677 e veajas da weladenniñ douaroù an tiegezh en Alamagn ha Sveden.<br />
E Sveden edo gant he c'hoar Amalia e-touez an dud brudet a gemeras perzh e c'hoariva al lez, paeroniet gant ar rouanez [[Ulrika Eleonora av Danmark]]. E 1684 e c'hoarias Aurora e-barzh ''[[Iphigénie]]'', pezh ar Gall [[Jean Racine]], c'hoariet gant maouezed hepken; hi an hini a oa [[Agamemnon]]. Kentañ gwech e oa, diouzh a ouzer , da c'hoari ur pezh gant maouezed hepken er vro. Daremprediñ a rae saloñs ar varzhez [[Sophia Elisabet Brenner]].
 
==Serc'h==
E 1691, pa varvas he mamm, e kuitaas Sveden, ha gant he c'hoar e tremenas meur a vloaz e [[Hamburg]] ma voe brudet he c'hened hag he donezonoù. E 1694 ez eas da [[Dresden]], da glask roud eus he breur [[Philip Christoph von Königsmarck]], nijet kuit eus [[Hanover]] ne ouie den penaos. Goulenn a reas skoazell digant an Dilenner [[Frederick Augustus Iañ]] da gavout Philip, ha ma vije marvet, skoazell da ziluziañ an aferioù susit. Ur pennadig goude e oa deuet da vout serc'h ofisiel an Dilenner. E miz Here 1696, e kêr [[Goslar]], e c'hanas Aurora he mab Maurice, a zeuas da vout ur jeneral brudet. <br />
Buan avat ez eas skuizh August gant Aurora, ha hi a glaskas bezañ anvet da abadez [[Abati Quedlinburg]], a oa perc'hennet gant an [[Impalaeriezh santel]], pezh a dalveze kement ha bezañ anavezet da briñsez, ha kaout en-dro douaroù kollet he ziegezh e Sveden. Ober a reas ivez war-dro desevel he bugale, a oa ivez bugale d'ar roue. <br />
He mignonez [[Maria Aurora von Spiegel]], bet sklavez e [[Turkia]] ha plac'h a gambr gant Aurora von Königsmarck, a gemeras he lec'h e gwele ar roue.
Linenn 27:
 
==Goude==
E miz Genver 1698 e voe anvet da abadez -kenrenerez, hag e 1700 da briolez, pe provostez (?) an abati, met o chom e oa e [[Berlin]], pa ne veze ket e Dresden pe Hamburg.
E 1702 e voe kaset a-berzh August da gannadez da [[Charlez XII]], roue Sveden , d'e gamp goañv a oa betstaliet e [[Courland]], met tro wenn a reas. <br />
Mervel a reas e 1728, da 65 bloaz, e [[Quedlinburg]].