Impalaeriezh Galaktek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Copyright
D →‎Reuz e Naboo: replaced: h a → h a using AWB
Linenn 25:
Ar [[Sened Galaktek]] evit rastellañ arc'hant deuet berr gant ar [[Republik Kozh]] a vot tailhoù nevez da dalvezout war an hentoù eskemm etre stered. Palpatin a gej dindan e identelezh Sith [[Dark Sidious]] gant [[Kevredad ar c'henwerzh]] hag a zo kounaret gant an tailhoù nevez. Kinnig a ra [[Palpatine]] d'an is-roue [[Nute Gunray]] da lakaat ur sez kenwerzhel war ar blanedenn [[Naboo]] a-benn diskouezh nerzh e luskad ha lakaat an tailhoù nevez da vezañ lamet. E-pad an amzer-se e zafe eñ [[Palpatine]] etrezek ar [[Sened Galaktek]] da vont da lakaat mouezh al lam d'an tailhoù nevez da dalvezout.
 
Evel rakwelet gant [[Palpatine]], Rouanezh ar blanedenn [[Naboo]] [[Padme Amidala]] a zeas da zougen klemm dirak ar Sened war sez e blanedenn. [[Palpatine]] hag a oa kannad ar blanedenn [[Naboo]] d'ar mare-se a tennas gounid d'eus yaouankiz hag eeunded ar rouanezh evit lakaat anezhi da ginnig ur mennad kontrollerezh a-enep ar Chanselor-meur [[Finis Valorum]]. Gant ma oa roet lañs bras d'ar mennad hag e oa krog ul luskad kamaradiezh tro-dro d'ar blanedenn [[Naboo]] e renkoù ar senedourien e voe aes da Balbatine da vezañ dilennet Chanselor-meur.
 
Kentañ pazenn steuñv [[Palpatine]] a oa peurechuet.