Hedy West : diforc'h etre ar stummoù

D
replaced: r W → r W (8) using AWB
No edit summary
D (replaced: r W → r W (8) using AWB)
 
==He buhez==
Ganet e oa e [[Cartersville]], ur ger e menezioù hanternoz Georgia en 1938. He zad, Don West a oa ur barzh ha sindikadour. Adal he 10 vloaz e krogas da ganañ war al leurennoù.Skoliet e voe er Western Carolina College.
 
En 1959 ez eas [[Evrog Nevez]] hag e studias sonerezh e Mannes College ha c'hoariva e [[Columbia University]]. Pa eruuas ha pa welas ar "Folk Revival" o c'hoarvezout dirak he daoulagad e komprenas e oa ar sonerezh a sone tud an Norzh ar memes sonerezh evel an hini a gleve a-hed he yaouankiz e Georgia. Neuze e krogas da ganañ e kornad New York. Perzh a gemeras e buhez sevenadurel hag en abadennoù [[Greenwich Village]]. Kanañ a reas gant [[Pete Seeger]] en ur sonadeg e [[Carnegie Hall]]. Sinañ a reas ur gevrat e ti Vanguard Records goude kanañ en Indian Neck Folk Festival e miz Mae 1961. Kanañ a reas evit an albom-dastumad New Folks, evit Vanguard, e 1961 ha goude e reas div bladenn hec'h-unan.
 
E derou ar bloavezhioù 1960 ez eas da chom da [[Los Angeles]] ma veze o kanañ ha ma timezas.
E 1964 e kanas en Newport Folk Festival . E 1966 e voe gwelet en abadenn skinwel [[Rainbow Quest]], war un dro gant Mississippi John Hurt, a veze kaset en-dro gant [[Pete Seeger]]. A-benn neuze e oa krog da vont aliezik da Vro-Saoz. Seiz vloaz e chomas e Londrez.
 
E 1968 e timezas e Londrez da Pete Myers (1939-1998), a laboure er BBC, ha dizimeziñ prestik goude.
E diskar-amzer 1970 e tistroas da SUA gant he fried all,Joseph, da chom e [[Stony Brook (New York)]] hag ur verc'h he doe, anvet Talitha.
 
Er bloavezhioù 1980 ez eas da chom da [[Princeton (New Jersey)]] gant gwaz ha merc'h, ha goude marv Joseph e deroù ar bloavezhioù 1990, da Philadelphia, en Pennsylvania.
 
Mervel a eure Hedy West gant ar c'hrign-bev e Gouhere 2005<ref>Pennad e [[The Independant]], [[2 a viz Eost]] 2015: [[http://www.independent.co.uk/news/obituaries/hedy-west-303245.html]]</ref><ref>Pennad e [[The Gardian]] [[12 a viz Gwengolo]] 2005 : [[https://www.theguardian.com/news/2005/sep/12/guardianobituaries.artsobituaries1]]</ref>.
*E 1963 : ''Hedy West accompanying herself on the 5-string banjo'', Vanguard VRS-9124 (1963)<ref>Ar bladenn : [[https://www.discogs.com/Hedy-West-Accompanying-Herself-On-The-5-String-Banjo/release/4715588]]</ref>
*E 1964 : ''Hedy West, Volume 2'', Vanguard VRS-9162 /VSD 79162 (1964)
** An div bladenn en hec'h anv e ti Vanguard ac'h eas d'ober ur CD (gant 2 bezh ouzhpenn) embannet gant Ace Records evel Vanguard Masters VCD 79124 (2012).]
 
;E ti Topic, e Londrez :
** ''Serves 'em Fine'', Fontana U.K. STL 5432 (London, 1967)
 
* E 1974 : ''Getting Folk Out of the Country'', Folk Variety FV12008 / Bear Family BF15008 (1974), Hedy West gant [[Bill Clifton]], adembannet war CD - Bear Family BCD 16754 (2010)<ref>Pladenn 34' 54'' hed : [[https://www.youtube.com/watch?v=YWpYsm-SssU]]</ref>.