Yese : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh
D →‎top: replaced: a t → a t (2) using AWB
Linenn 1:
[[File:Dublin Christ Church Cathedral Nave West Window Tree of Jesse 2012 09 26.jpg|thumb|Gwezenn Yese ; Gwerenn-livet ; Christ Church Cathedral e Dulenn]]
 
Hervez [[Kentañ Levr Shmouel|kentañ levr Shmouel]] eo Yese<ref>Troidigezh Aviel Sant Mazhev renet gant [[Maodez Glanndour]], Al Liamm, 1969, p 9</ref> pe ''Ïsai'' pe ''Yishai'' (hebraeg יִשַׁי ) a oa tad ar roue [[David (roue Israel)|David]], hag a vez alies anvet "mab Yese" (Ben Yshai). Ar stumm "Isaï" eo a gaver en droidigezh eus ar Bibl graet gant [[Gwilh ar C'hoad]] (p 252).
 
Mab oa Yese da [[Oved]], pe Obed, ha hennezh a oa mab da [[Boaz|Voaz]] ha [[Ruth (Bibl)|Rout]]. E [[Betlehem]], e Bro [[Yehouda]], e oa o chom. Saver deñved oa. Eizh mab en doa. Tri anezho a zo meneget e kentañ Levr Shmouel (Eliab, Abinadab,Shamma<ref>Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, p 251</ref>). David oa an hini yaouankañ. Goulenn a reas Shmouel gwelet holl vibien Yese a-raok oleviñ David evel ma c'hourc'hemennas Doue dezhañ <ref> 1S '''16''',1-13</ref>.