Ornithopoda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎top: kempenn, replaced: [[rummad: → [[Rummad: using AWB
D →‎top: replaced: d e → d e (2) using AWB
Linenn 1:
An '''ornithopoda''' zo un [[isurzhiad]] [[dinosaor]]ed eus strollad an [[ornithischia]]. O anv '''Ornithopoda''' a dalvez « Treid evned », zo unan eus oferzhioù pennañ. Ul lost reutaet gant stirennoù askornek, ur [[juntad ar c'haezour|juntad eus ar c'haezour]] a valire etrezek an tu a-dreñv hag ur beg karnek. Evel an holl ''Ornithischia'' e oant [[geotdeber]]. Kalz dent o devoa peurliesañ (betek mil dant<!--jugales-->) da chaokat an delioù. Kavet ez eus karrekaennoù anezhe er [[juraseg]] gant al ''[[Lesothosaurus]]'', ha diwan a reas kalz spesadoù eus ar [[kretase|C'hretase]]. Kavout a raed geotdebrerien ramz e kerentiad an ''[[Hadrosauridae]]'' (da skouer ''[[Edmontosaurus]]'').
 
*Ar c'herentiadoù Ornithopoda pennañ zo :
* '''Kerentiad ar [[Fabrosauridae]]''' : kerentiad na vez ket implijet stank hiziv, ennañ hendad an ''Ornithischia'', en o zouez ''[[Lesothosaurus]]''. Hemañ ziwezhañ a vez renket a-gostez peurliesañ.
* '''Kerentiad an [[Heterodontosauridae]]''' : dinosoared bihan (ment ur c'hi), a oa o vevañ e deroù ar Juraseg.
* '''Kerentiad an [[Hypsilophodontidae]]''' : dinosoared dister o ment (etre 1 ha 4 m), o doa daouarnoù bihan-tout gant pemp biz oute ha treid dezhe pevar biz. Bevet o deus pell, eus ar Jurasg kreiz betek diwezh ar C'hretase (da skouer ''[[Hypsilophodon]]'' pe ''[[Leallynasaura]]'').
* '''Kerentiad an [[Iguanodontidae]]''' : Loened daoudroadek pe pevarzroadek bras eus ar C'hretase, dezhe etre 4 ha 9 m. (da skouer : ''[[Iguanodon]]'')
* '''Kerentiad an [[Hadrosauridae]]''' : anvet c'hoazh « dinosaored o beg houad », o doa bevet er C'hretase uhelañ. An anevaled bras-se (etre tri ha pemzek metr hirder), o doa ur beg ledan dizent. Edo an dent pell a-dreñv a-hed an divoc'h. Emdroet a-walc'h e oant ha bevañ a raent e bagadoù(da skouer : ''[[Parasaurolophus]]'', ''[[Corythosaurus]]'').