Eurystheüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: a r → a r (2) using AWB
Linenn 1:
[[Image:Erymanthian Boar Louvre G17.jpg|thumb|right|320px|[[Herakles]] o tegas hoc’h-gouez Erymanthos da Eurystheüs, [[kiliks]] dremmoù ruz a Oltos, war-dro [[-510|510 kent JK ]], [[mirdi al Louvre]].]]
'''Eurystheüs''' (Εὐρυσθεύς ''Eurystheús'' e [[henc'hresianeg|gregach]]), a oa mab da [[Sthenelos (mab Perseüs)|Sthenelos]] ha da [[Nikippe]] (pe [[Menippe]]), ha roue [[Argolis]], ar vro a oa enni an div gêr-mañ, [[Mykenai]] ha [[Tiryns]]. <br />
 
[[Kenderv]] e oa da [[Herakles]], a oa bet kondaonet da vezañ [[sklav]] dindanañ.
Linenn 11:
Dres d'ar poent-se e oa gwreg Sthenelos o tougen ivez abaoe seizh miz. Ret eo kompren neuze e oa ar Sthenelos-se o tont eus ul lignez diwar [[Perseüs]], hag e vab-eñ ivez a oa ken barrek ha Herakles da seveniñ an diougan. Gwellañ pezh zo, [[Amfitryon]], pried Alkmene, en doa lazhet roue [[Mykenai]], [[Elektryon]], a oa breur da Sthenelos, ha ne oa ket chomet Elektryon da zaousoñjal na da c'hortoz ken e vije pedet, lammet e oa kerkent war ar gador-roue.
 
Karget e voe neuze [[Eileithyia]], doueez ar [[gwilioud]], da hastañ buan reiñ buhez da Eurystheüs ha da ziwezhataat he [[gwentloù]] da Alkmene. Met ur vatezh, [[Galinthias]], a lakaas an doueez, dre widre, da zilezel he mennad. Tremen a reas an amzer, ha re ziwezhat e voe da Herakles klask seveniñ diougan e dad Zeus.
 
Ha setu penaos e voe Eurystheüs an hini a voe roue [[Argolis]] ha n'eo ket Herakles.