Jean-Marie de Lamennais : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: z h → z h, , → , using AWB
Linenn 5:
== Yaouankiz Yann-Vari De La Mennais ==
 
An tad Per-Loeiz Robert a oa paramantour anezhañ e kêr Sant-Maloù. Nebeut araok ar Reveulzi C'hall e oa bet barradoù naonegezh drastus war kostez bro Sant-Malou ha Dinan (1782, 1786) , an tad a implijas nerzh e di kenwerzh da gas greun gwerzhet da goll paneveken roet d'an dud da gaout bara evit ar brasañ niver. Dre an oberenn-se e voe goulennet gant Breujoù Breizh ma vije roet un titladur a noblañs dezhañ evit e servij da vad ar vro hag ar bobl. E miz mae 1788, Loeiz 16 a roas an titladur dezhañ, an Aotrou Per-Loeiz Robert De La Mennais a vez graet deusoutañ a-benn neuze.
 
E 1789, Gratienne-Jeanne Lorin mamm Yann-Vari De La Mennais a ya da anaon, ouzhpenn d'ar c'holl-se e krog ar reveulzi c'hall. Mard eo ar familh digor a-walc'h d'ar mennozhioù nevez e chom sklaer an diaz gatolik ganti. An darvoud a lakao Yann-Vari De la Mennais da vont etrezek hent an Iliz a vezo ar Spont-Bras. Dre gwelet ar jahinerezh o sevel a-enep beleien e gorn-bro e krog gant harpañ ha kuzhañ anezho ; a-feur ma pad ar mare spouronus e ya donoc'h gant ar Feiz. Dre e vuhez kefredel uhel, e vo douget da zifenn an Iliz a-enep da brederourion ar [[Kantved ar Sklêrijenn|Sklêrijenn]].
Linenn 11:
== Yann-Vari De La Mennais en Iliz ==
[[Restr:Fresque des fondateurs.jpg|thumb|Freskenn krouerien ar rouedad skolioù de Lamennais]]
Goude bezañ bet beleget d'ar 25 a viz C'hwevrer 1804 en Roazhon e ya da gure en iliz-veur [[Sant-Maloù]], war ar memes-tro e vez kelenner war ar [[Feizoniezh]] er seminaer ha vikel-vras. Skuizh-divi e vez dre al labour fonnus a vez da gas da benn, rediet e vo da baouez ha da vont da repuiñ war douaroù ar familh. Adkavout a ra e vreur yaouankañ Felisite ha gantañ e kasont ar preder war stad an Iliz en o amzer hag ar cheñchamantoù ret a vije da zegas. Adkregiñ a ra gant e gargoù en Iliz met siwazh fall e ya an traoù gantañ, dre urzh Napoleon ez eo serret ar seminaer ha dre ar blokus-kevandirel ez eo rivinet ar familh De La Mennais. Mont a ra a-du gant goulenn eskob [[Sant-Brieg]], dont a ra Yann-Vari da vezañ e sekretour.
 
Penn-kentañ ar bloavezh 1815 eskob Sant-Brieg a ya da anaon. Da 35 bloaz en em gav neuze Yann-Vari De La Mennais e penn an eskopti. E-pad pemp bloaz e vezo adkavet o vont dre hentoù e eskopti dizehan oc'h adurzhiañ pep tra: ar seminaerioù, ar manatioù, kemer a ra penn meur a vision war-zu ar bobl munut... Amañ e vezo bamet gant stad truezus ar yaouankiz, ar c'hudennoù feulster graet dezho pe graet ganto, an niver bras a emzivaded laosket da vont gant hent ar strad. Sur ez eo bremañ Yann-Vari De La Mennais gant daou a dra. Ret ez eo groñs da vont etrezek ar yaouankiz evit he saveteiñ ha gwellaat he stad truezus, ouzhpenn da-se an deskamant ez eo a vez ar voger wellañ d'ar yaouankiz evit chom hep kenderc'hel da vont etrezek an hentoù hudur dazont ebet ganto.