Hominidae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bet lakaet e stumm
D replaced: o a → o a (2) using AWB
Linenn 24:
Pouezañ a ra an ''Hominidae'' en oad gour etre 50 ha 250 kg peurliesañ. Bras eo o ment ha kreñv eo o c'higennoù. Diorroet-mat eo o izili uhelañ abalamour ma'c'h implijent anezhe er penn-kentañ da zilec'hiañ diwar-bouez o divrec'h er gwez. Koulskoude ne vez ket implijet an doare-se da zilec'hiañ gant an dud hag ar gorilhed.
 
Daoudroadek eo ar bale daoust ma ne bad ket, nemet evit spesadoù ar genad [[Homo]]. Marmouzed meur Afrika ne valeont ket nemeur (un nebeud metradoù hepken) hag implijout a reont kentoc'h un doare bale [[pevarzroadegezh|pevarzroadek]] ispisial zo anvet « bale war an oeñsoù » (ar c'h-''knuckle-walking'' e saozneg). An doare ober-se zo ur perzh emdroet, nevesoc'h evit an [[daoudroadegezh]] a zo ur perzh hendadel. Ouzhpenn ar ''c'hnuckle-walking'' n'en deus mann da welet gant ar pevarzroadegezh klasel, peogwir ez eo serret an daou zorn harp ouzh al leur. Stekiñ a ra an daouarn ouzh al leur gant an tu diavaez eta (gant an oeñsoù) ha n'eo ket gant [[palv]] an dorn evel ar [[palvgerzher]]ien.
 
Gouest int holl da grapat, nemet ar [[gorilhed]] en oad gour, dreist-holl ar maled bras anvet « keinoù arc'hantet » zo re vras o fouez evit krapat er gwez. Koulskoude ez eo gouest ar gorilhed yaouankañ da bignat er gwez.
Linenn 40:
 
== Gwarez ==
E [[2006]] emañ en arvar ar pep brasañ eus ar spesadoù marmouzed meur, war-bouez an dud. Ouzhpenn ar chase evit o c'hig ha da zastum arouezioù-trec'h, pe d'o ezporzhiañ, emañ ar marmouzed meur e dañjer abalamour da zistruj o [[ekoreizhiad|metouier naturel]] ([[forêt tropicale|koadoù an trovanoù]] peurgetket). [[Programm ar Broadoù-Unanet evit an endro]] hag an [[UNESCO]] o deus roet lañs e [[2001]] d'ar ''Great Apes Survival Project'' da wareziñ ar spesadoù-se gant skoazell ar poblañsoù lec'hel.
 
Cheñchet en deus ar rendael diwar-benn gwirioù ar marmouzed meur e fin an XX{{vet}} kantved. Daou enklasker amerikan, [[Peter Singer]] ha [[Paola Cavalieri]], o deus embannet un « disklêriadenn diwar-benn ar marmouzien meur antropoidek » e 1993 a c'houlenn en o anv ar gwir da vevañ, gwarez ar frankiz hiniennel ha difenn ar jahinerezh. [[Zeland-Nevez]] eo ar vro gentañ he deus he degemeret e 1999 gant ul lezenn a anavez an tri gwir diazez-se. Emañ [[Bro-Spagn]] war-nes sevel un hevelep lezenn<ref>''[[Le Figaro]]'' Sciences, 18 mai 2007, « Les Droits de l'homme pour 2 chimpanzés »</ref>. Lod eus ar skiantourien a gav abeg en anavezadur-mañ abalamour ma krou ''de facto'' ur skeuliad talvoudegezhioù eus al loened<ref>''[[Le Temps (quotidien suisse)|Le Temps]]'', Société, « Le chimpanzé, un homme comme un autre ? »</ref>.