Hans Burgkmair : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lint |
|||
Linenn 4:
'''Hans Burgkmair gozh''' ([[1473]] - [[1531]]) a oa ul livour hag ur c'hoadengraver [[Alamagn|alama]]n.
Burgkmair a voe ganet en [[Augsburg]], mab al livour Thomas Burgkmair e oa<ref>Hans Burckmair http://www.newadvent.org/cathen/03064c.htm| Catholic Encyclopedia</ref> hag e vab, Hans yaouank e anv, a zeuas da vezañ livour ivez. Azalek [[1488]] e teskas gant [[Martin Schongauer]] e [[Colmar]]. Schongauer
Hervez Hollstein en dije savet 834 koadengravadur, al lod brasañ anezho bet implijet da skeudenniñ levrioù. En e oberennoù gwellañ e weler e oa barrek evit a selle ouzh an aozañ, hag e veske elfennoù eus an Azginivelezh italian gant un diazez alaman hengounel. Azalek 1508 e kasas lod brasañ e amzer o labourat war goadengravadurioù evit an impalaer [[Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel|Masimilian I{{añ}}]] betek marv an impalaer e 1519. Gantañ e voe savet tost an hanter eus ar 135 skeudenn a zo e ''Triumphs of Maximilian''. Al lod brasañ eus skeudennoù ''Weiss Kunig'' ha re ''Theurdank'' a voe savet gantañ ivez. Kenlabourat a reas kalz gant an troc'her
[[Skeudenn:Hans_Burgkmair_the_Elder_-_Lovers_Surprised_by_Death.jpg|thumb|right|150px|Karediged paket gant ar marv, 1510]]
Kas a reas war-raok implij an amskeud er c'hoadengraviñ, ha soñjal a reer e voe an hini kentañ a implijas ur bloc'had liv en ur skeudenn a savas e [[1508]].<ref>http://www.artbma.org/paintedprints/html/pp10.html| An impalaer Maksimilian war varc'h</ref> E stampenn ''Karediged paket gant ar marv'') eo an oberenn gentañ ma voe implijet tri bloc'had da aozañ an amskeud.<ref>http://www.bodkinprints.co.uk/product.php?id=31|Lovers Surprised by Death</ref> hag ivez an hini gentañ a oa da vezañ engravet e liv, a-benn diskouez ur skeudenn a-feson.<ref>The Renaissance Print, David Landau & Peter Parshall, Yale, 1996, ISBN 0300068832</ref> Un engravadur war dir a savas, ''Gwener ha
Burgkmair a voe ivez ul livour brudet : senennoù relijiel ha poltredoù bourc'hizien Augsburg ha re izili eus lez an impalaer eo ar pezh a livas dreist-holl. E livadurioù a c'haller gwelout e mirdioù [[München]] ha [[Vienna]].
|