Janed II Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: a B → a B (11) using AWB
Linenn 8:
 
Bac'het e oa he mamm, [[Marc'harid Bourgogn]], [[rouanez Bro-C'hall]], e [[Château-Gaillard]], dre ma vije vet [[avoultrez]]. Pa varvas e 1315 ne oa Janed nemet pevar bloaz.<br />
He zad, [[Loeiz X (Bro-C'hall) ]], addimezet da [[Clémence de Hongrie]], a varvas bloaz goude, en 1316, hag e wreg a c'hanas ur mab [[dalif]], [[Yann Iañ (Bro-C'hall)]], ha ne vevas nemet un toullad deizioù. War zigarez e vije bet ur vastardez anezhi e oa bet lamet digant Janed he gwirioù war kurunennoù Navarra ha Bro-C'hall, ha war gontelezhioù Champagne ha Brie. <br />
E 1317 e voe berzet ouzh ar maouezed ren e Bro-C'hall, hogen ne oa ket berzet e Navarra. Setu perak, unnek vloaz goude, pa voe marvet hec'h holl eontred, e c'hallas bezañ anvet da Rouanez Navarra.
E Mezheven 1318, da 7 vloaz, e timezas da [[Fulup III Navarra|Fulup, kont Evreux]], priñs gall, mab da [[Louis de France]] (ur c'henderv da [[Loeiz X (Bro-C'hall)]]), kont Évreux, ha da [[Marc'harid Artez]].
E kastell ar Séjour du Roy e [[Charenton-le-Pont|Charenton]] e voe graet an eured hag eno e voe Janed o chom betek he marv <ref>Jean Emmanuel Charles Nodier, ''La Seine et ses bords'', {{p.}}89.</ref>.
 
==Rouanez==
E [[1322]] e varvas hec'h eontr [[Fulup V (Bro-C'hall)]], a oa war un dro Fulup II Navarra, ha roet e voe ar gurunenn d'e vreur all, eontr all dezhi eta, hag a voe anvet [[Carlos Iañ Navarra]] ha [[Charlez IV Bro-C'hall]]. Pa varvas hennezh c'hwec'h vloaz goude, d'ar [[1añ a viz C'hwevrer]] 1328, e voe ret klask ur roue all.
 
En Navarra neuze e voe kavet tro da zistagañ ar vro diouzh [[Bro-C'hall]]. En miz Meurzh 1328 e voe bodet uhelidi Navarra en [[Puente la Reina]] : gant an dud bodet e voe diskaret gouarnour ar roue gall Carlos, Pedro Ramón de Rabastens, anvet daou rejant, Juan Corbarán de Leet ha Juan Martínez de Medrano, ha divizet gervel Janed da zont da ren da Navarra gant he fried . Roet e voe kurunenn Navarra da Janed e 1328
Goude dont d'ober he le evel Rouanez Navarra e tistroas da vro-C'hall ha ne voe ket gwelet er vro ken. Chom a reas rouanez koulskoude goude marv he fried ha dre lizher e heulie darvoudoù he rouantelezh. Chom a reas rouanez betek he marv e 1349.<br />
 
==Dimeziñ ha bugale==
Linenn 29:
* [[Philippe Navarra]] (1336-1363), kont Longueville ;
* Jeanne (1338-1387), leanez;
* Jeanne (1339-1403), dimezet en [[1377]] da [[Yann Iañ |Yann Iañ, beskont Rohan]], ha bugale dezho ;
* Louis (1341-1376 en Albania), kont [[Beaumont-le-Roger]].
 
==He marv==
Mervel a reas gant ar vosenn a rede dre Europa en he c'hastell e [[Bréval]],<ref>Peio J. Monteano, ''La ira de Dios. Los navarros en la Era de la Peste (1348-1723)'', pajenn 47. Pamiela, [[Pamplona]], 2002. ISBN: 84-7681-353-8.</ref> nepell diouzh Pariz, en 1349. <br />
Neuze e voe anvet he mab [[Charlez II Navarra|Charlez "ar Fallakr"]], 17 vloaz, da [[roue Navarra]].