Diforc'hioù etre adstummoù "Skoteg"

2 okted lamet ,  1 bloaz zo
D
replaced: m g → m g (2) using AWB
D (→‎Etimologiezh : All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|be-x-old}} using AWB (10902))
D (replaced: m g → m g (2) using AWB)
 
}}
 
Ar '''skoteg''' a zo ur yezh c'hermanek komzet e kreisteiz [[Bro-Skos]] hag ivez e [[Norzhiwerzhon]], ma'z eo anavezet evel ''Ulster Scots''. A-wezhioù e vez graet ''Lowlands Scots'' anezhañ evit ober ar c'hemm gant [[Gouezeleg Skos]].
 
Diaes eo termeniñ ar yezh-se en un doare klok peogwir n'eus termenadur resis ebet evit ober un diforc'h etre ur yezh hag ur rannyezh. A-wezhioù e vez sellet outi evel ur rannyezh eus ar [[Saozneg]], a-wezhioù e vez sellet evel ur yezh c'hermanek ken kar d'ar saozneg ha ma c'hallfe bezañ an [[norvegeg]] d'an [[daneg]].
 
=== Etimologiezh ===
Ur meskaj etre an henskoteg ''Scottis'' hag an [[hensaozneg]] diwezhañ ''Scottisc'' ([[Saozneg]] a-vremañ : ''Scottish''), en deus erlec'hiet ur stumm koshoc'h ''Scyttisc'' (gant ur c'hemmadur en "i"). A-raok ar {{XVvet kantved}} e veze anavezet ar yezh c'hermanek komzet e Bro-Skos evel "saozneg" (skrivet ''Ynglis'' pe ''Inglis'' d'ar mare-se), pa veze implijet ''Scottis'' evit ar [[Gouezeleg Skos|gouezeleg]]. Dont a ra an anv brezhoneg eus ''Scottis''. Goude ar {{XVvet kantved}} eo deuet ar yezh c'hermanek komzet e kreisteiz Bro-Skos da vezañ disheñveloc'h-disheñvelañ diouzh ar rannyezhoù saoznek, hep kaout un anv dezhi koulskoude. Adalek [[1495]] eo bet implijet muioc'h-mui ar ger ''Scottis'' evit ar skoteg pa veze implijet ''Erse'' (a dalvez ''Iwerzhoneg'') evit ar gouezeleg, a-raok ma vefe implijet ''Gaelic'', ''Scots Gaelic'' pe ''Scottish Gaelic'' evit ar yezh-se.
 
[[Rummad:Yezhoù Skos]]
12 657

modifications