Piero di Lorenzo de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: o S → o S (3), , → , using AWB
Linenn 9:
 
=== E ren e Firenze ===
Mestr Firenze e oa goude marv e dad en [[1492]]. Da gentañ e voe sioul an traoù abalamour d'ar c'hempouez savet gant poan tad Piero. Daou vloaz goude avat, en [[1494]], treuzet gantañ an Alpoù, e tegouezhas ar roue gall [[Charlez VIII]] gant e armeoù da vont da aloubiñ [[rouantelezh Naplez]] , pa gave dezhañ e oa dleet [[kurunenn]] ar vro-hont dezhañ. Iset e oa bet ar roue d'ar brezel gant [[Ludovico il Moro]], a glaske bout [[dug Milano]] e-lec'h e niz [[Gian Galeazzo Sforza]], hag a c'hoantae lakaat ar roue gall d'ober brezel da dad-kaer Gian Galeazzo.<br />
 
Goude tremen dre Milano ez eas ar C'hallaoued hag o roue war-du Naplez, ma rankjont treuziñ [[Toskana]], goude leuskel bagadoù soudarded en [[Lombardia]], dezho da zerc'hel digor an hent dezhañ. Neptu e klaskas Piero chom, met ne blije ket kement-se d'ar roue gall a aloubas Toskana. Neuze e klaskas enebiñ, met ne gavas ket kalz a skoazell e Firenze, a dindan levezon [[Girolamo Savonarola]], ur manac'h prezeger eus kouent dominikan [[kouent San Marco|San Marco]]. Dilezet e voe zoken gant e gendirvi [[Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici|Lorenzo]] ha [[Giovanni il Popolano|Giovanni]], a gave e oant bet laeret, hag ac'h eas gant kostezenn ar Republikaned ha hini ar C'hallaoued.
 
== Harlu ==
Piero a baouezas da enebiñ dre ma tostae arme c'hall [[Charlez VIII]] da Firenze ma roas d'ar roue gall kement a c'houlenne hep marc'hata zoken. Ken fuloret e oa ar bobl o welout pegen mezhus e plege an aotrou dirak an enebour ma rankas Piero hag e diegezh tec'hel kuit ha ma voe lakaet an arigrap war e balez. Adsavet e voe Republik Firenze renet gant [[Girolamo Savonarola]], a embanne e oa [[Jezuz]] a oa roue nemetañ Firenze.
 
 
<!-- et la branche principale des Médicis fut officiellement exilé, ses membres condamnés à errer entre les divers États italiens et européens, tandis que la branche cadette, alliée aux révoltés, prit le surnom de "Popolano" afin de se distinguer de leurs cousins haïs.
 
Piero II a dec'has da gentaén da [[Venezia]] ma voe degemeret a drugarez da hanterouriezh [[Philippe de Commynes]]. En 1501 e voe anvet da c'houarnour [[Cassino]] gant ar roue gall [[Loeiz XII]]. Quelques années plus tard, en [[1503]], alors que Français et Espagnols continuaient de combattre en Italie pour le [[royaume de Naples]], Pierre se noya dans le [[Garigliano]] alors qu’il tentait de fuir à l’issue d’une bataille que les Français (auxquels il était allié) avaient perdue. Il sera enterré dans l'[[Abati Montecassino]]. Son tombeau fut commandé par le pape [[Clément VII]] alors cardinal à [[Francesco da Sangallo]].
-->
 
Linenn 26:
 
* Lorenzo (1492 - marvet yaouankik) ;
* [[Lorenzo II de' Medici]], tad da [[Caterina de' Medici]] ;
* [[Clarice de' Medici]] (1493-1528), a zimezas da [[Filippo Strozzi il Giovane]] ;
* Cosimo, marvet yaouankik.