Diforc'hioù etre adstummoù "Flandrez"

D
→‎top : replaced: e a → e a (3) using AWB
D (→‎top : replaced: e a → e a (3) using AWB)
 
'''Flandrez''' (''Vlaanderen'' e [[nederlandeg]]) a vez lavaret eus hanterenn norzh [[Belgia]], ma vez komzet [[nederlandeg]] pe stummoù anezhañ, anvet alies ''[[flandrezeg]]''. Unan eus rannvroioù hag eus kumuniezhioù yezhel Belgia eo ([[Rannvro Flandrez]] ha [[Kumuniezh flandrezek Belgia|Kumuniezh flamank]]). [[Brusel]] eo ar gêr-benn. Eno emañ sez [[Parlamant Flandrez]], daoust m’eo distag Rannvro Brusel diouzh Rannvro Flandrez ha daoust ma vez komzet galleg gant an darn vrasañ eus an dud eno.
 
En istor e roer ur ster disheñvelik d’ar ger ''Flandrez'' : an anv-se a raed gwechall eus ur [[kontelezh Flandrez|gontelezh]] en em astenne etre ar stêr [[Escaut]] ha [[Mor an Hanternoz]].
 
Gorread ar vro a zo 13 522 km<sup>2</sup>. Ar relijion pennañ eo an hini [[katolik]]. Kan Broadel Flandrez eo ar ''Vlaamse leeuw''.
 
D'ar [[1añ Genver|1{{añ}} a viz Genver]] [[2008]] e oa 6 161 600 a dud o chom e Rannvro Flandrez. War-dro 15% eus annezidi [[Brusel]] a sell outo o-unan evel Flandreziz ivez.
12 619

modifications