Diforc'hioù etre adstummoù "Fonologiezh"

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Robot Ouzhpennet: nov:Fonologia)
D
 
 
'''Penaos renabliñ fonemennoùfonemoù ur yezh'''
 
Pal ar fonologiezh a zo kavout an holl diforc'hioù fonetik hag o deus ur perzh strukturel da c'hoari en ur yezh resis, da lâret eo dizoleiñ peseurt sonioù a dalvez da [[fonem|fonemoù] er yezh-se. Graet e vez kement-mañ dre glask '''parioù nebeutañ''', da lâret eo parioù gerioù hag a zo gerioù disheñvel en ur yezh dre cheñch perzh ur son nemetken.
 
Ret eo d'ar fonemoù en ur par nebeutañ kaout ur re berzhioù fonetik boutin, da skwer:
'''[[Alofoniezh]]''' (saoz. 'allophony')
 
Ouzhpenn ar fonemoù eo ret komz ivez eus an alofonennoù. An '''alofoniezh''' a zo anezhi an doareoù disheñvel a zo da distagañ ur fonemennfonem hep cheñch ster ur ger. Da skwer, bez' e c'heller distagañ an /r/ e brezhoneg e meur a doare disheñvel hervez al lec'h, met komprenet e vez ez eo un 'r' memestra. Alofonennoù int.
 
Un doare alofonenn ispisial anavet 'alofonenn lec'h' e gaver hervez al lec'h ma kaver ur fonemennfonem en ur ger. Da skwer e saozneg e vez distaget en un doare disheñvel ar fonemennfonem /p/ hervez ma vez kavet e penn ur ger, e lost ur ger pe etre vogalennoù - met ur /p/ a van memestra.
 
 
'''Al [[liveadur]]''' (saoz. 'neutralisation')
 
Setu ur c'hoarvoud a gaver e brezhoneg. Pa'z a da get un diforc'h fonologel hervez reolennoù resis, da skwer hervez al lec'h ma kaver ur fonemennfonem ennañ, e vez graet 'liveadur' eus an darvoud-se. Da skwer, fonemennoùfonemoù disheñvel eo /p/ ha /b/ e brezhoneg nemet pa vezont kavet e lost ur ger e lec'h ma teu an daou da vezañ /p/ - da lâret eo e vez liveet an diforc'h etre kensonnennoù mouezhiet ~ divouezh e dibenn ur ger.
 
 
'''An [[heñvelaat]]''' (saoz. 'assimilation')
 
Ret eo ober an diforc'h etre al liveadur diouzh un tu hag an heñvelaat diouzh an tu all. Lâret e vez eo bet 'heñvelaet' ur fonemennfonem pa vez livet gant perzhioù ar fonemennoùfonemoù a deu war he lerc'h ('''heñvelaat war-raok''') pe en he raok ('''heñvelaat da heuilh'''). E brezhoneg e vez kavet c'hoarvoudoù a seurt-se pa vez distaget ''mat eo'' /madeo/ rak mouezhiet e vez an /t/ e dibenn ar ger abalamour ma eo ar mouezhiañ ur perzh fonetikel eus ar vogalenn da heul.
 
 
36 397

modifications