Esparder gravitadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : E-barzh ar relativelezh hollek, un '''esparder gravitadur''' zo un takad eus an egor-amzer. En o c'hichen kementadoù zo hag a dalvez da zeskrivañ ar park gravitadur a ze...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Mez 2007 da 14:16

E-barzh ar relativelezh hollek, un esparder gravitadur zo un takad eus an egor-amzer. En o c'hichen kementadoù zo hag a dalvez da zeskrivañ ar park gravitadur a zeu da vezañ diziwezh. N'haller ket deskrivañ an hevelep takadoù hervez lezennoù ar relativelezh hollek, ar pezh na vir ket outi da vezañ gouest da rakwelet e vo kavet an hevelep traoù en hollved. Da skouer, pa grou un toull du e krou un esparder gravitadur en e greiz. An hollved a c'haller evezhiañ a zeu eus ur marevezh fetis ha tomm, ar Big Bang. Ar marevezh fetis ha tomm-se a c'hallfe ivez dont eus un esparder gravitadur.

Ne c'haller ket taolenniñ emzalc'h un esparder gravitadur gant an anaoudegezhioù hon deus hiziv an deiz e fizik. Lod eus ar skiantourien o deus lakaet ar vartezeadenn ne vefe ket gouest an esparderioù gravitadur da gemm an egor tro-dro dezhe morse. Gallout a ra bezañ gant ma vint gronnet gant un "dremmwel eus an darvoudoù", evel ma c'hoarvez e-barzh an toulloù du. Hervez martezeadenn ar sañsur kosmek-se, an espaderioù gravitadur (nemet marteze hini ar Big Bang) a vez atav kuzhet diouzh an diavaez gant un dremmwel. Difennet e oa bet ar vartezeadenn-se gant Stephen Hawking er bloavezhioù 1970. Distaolet eo bet goude drevezadennoù niverel er bloavezhioù 1990 gant Saul Teukolsky ha Matthew Choptuik.