Luisa Carlotta an Div Sikilia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: s L → s L (4) using AWB
Linenn 10:
*en tu all ar frankizourien, harpet gant Francisco de Paula ha Luisa.
 
Ur vaouez a benn e oa, un itrikerez touet, hag un den a bouez bras el lez. Pa varvas trede pried ar roue [[Fernando VII]], he breur-kaer, bepred divugel, e teuas Luisa Carlotta a-benn da lakaat [[roue Spagn]] da addimeziñ d'he c'hoar yaouank [[Maria Christina an Div Sikilia]], a deuas da vout pevare pried ar roue [[intañv]].
 
Dipitet bras neuze e voe Carlos, breur ar roue, o welout e vreur henañ oc'h addimeziñ adarre, hag ar gurunenn o pellaat diouzh e benn ha diouzh hini e bried portugalat.
Linenn 40:
** dimezet d'ar priñs [[Adalbert Bavaria]].
 
Ur perzh a-bouez bras he doe d'ar mare ma edo ar roue [[Fernando VII ]] war e dremenvan en [[1832]]. Gouvezet he devoa e oa bet torret dre guzh, gant ar roue, ar Pragmática a oa bet savet da vont a-enep al [[lezenn salek]] a denne pep gwir digant ar priñsezed, ha dre-se digant e verc'hed a oa kenitervezed da Luisa Carlotta, evit lakaat an infant Carlos Maria Isidro da bennhêr, setu Luisa Carlotta da c'hervel ar ministr [[Francisco Tadeo Calomarde|Tadeo Calomarde]], abalamour dezhañ da ziskouez ar skrid orin a destenie kement-se. Pa welas ar baperenn e krogas enni, en drailhas, hag en taolas en tan. O welout e klaske ar ministr adtapout an dihell, e roas an Infantez div skouarnad dezhañ hag a zo chomet en istor. Ma lavaras ar ministr, kourtes : -"Señora, manos blancas no ofenden" (Itron, daouarn gwenn ne reont droug").
 
Goude-se, pareet ar roue, e roas d'e bried kement galloud a oa, ha diwezhatoc'h