Marevezh ar Stadoù Brezelour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Merkoù "center"
D replaced: , → , (2) using AWB
Linenn 9:
Ul labour istorek pouezus, ar ''Zhan Guo Ce'' (戰國策, ''Zhàn Guó Cè'', "kadoniezh ar Stadoù brezelour"), zo deuet betek ennomp. Meur a zorn a voe ouzh e skrivañ da veur a bredad en Istor ; gant ar c'hadoniour ''SU Qin'' (380-284) – a vevas e-kerzh marevezh ar Stadoù Brezelour – e voe peuzechuet, ha gant ar gouizieg [[Konfusianegezh|konfusian]] ''Liu Xiang'' (79 – 8 KJK) e voe staliet an embannadur a anavezomp.
 
Un eil andon eo ar ''Shiji'' (史记 , ''shǐ jì'', "Kounskrid an Istorour") bet skrivet gant an istorour meur [[Sima Qian|SIMA Qian]] (~145-~86 KJK). E korf ar ''Shiji'' emañ tregont levrenn ar ''Shijia'' ma tanevell an istorour marevezhioù an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' hag ar ''Stadoù Brezelour''.
 
== Red an Istor ==
Linenn 37:
Pep hini eus ar seizh Stad c'halloudus a glaske brasaat diwar goust he amezeien, ha pep hini anezho a rene he [[Politikerezh|folitikerezh]] dezhi da-geñver an aferioù diabarzh hag an aferioù diavaez. Kement a nerzhioù a zegasas kemmoù brasoc'h c'hoazh er vuhez politikel, [[Armerzh|armerzhel]], [[Kevredigezh|kevredigezhel]] ha speredel. Betek hiziv an deiz e c'haller merzout an efedoù anezho.
 
''Brezel ha labour-douar'' e voe lugan ar marevezh, pa oa un arme c'halloudus hag un armerzh yac'h an daou venveg da gas ur vroad war-raok , da lavaret eo brasaat ha pinvidikaat. <br />
A-feur ma kreske ment ha galloud ar Stadoù Brezelour e kreske skod an emgannoù, ha buan e kemmas meizad ar brezel e-unan : mont e-kevez etre tudjentil zesket e oa bet da vare an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, em gannañ dilezenn ha didruez dre armeadoù seul vrasoc'h seul welloc'h e voe da vare ar Stadoù Brezelour. <br />
Gant kement a droaderien da duta, da stummañ, da derkañ ha da voueta e teskas ar renerien diskoulmañ kudennoù lec'haveiñ, hag o gouiziegezh nevez a lakajont e pleustr a-benn gouarn o ziriad. Ar re a ouezas tennañ ar muiañ a splet eus pinvidigezhioù o Stad a reas berzh war an tachennoù-emgann. A-benn ober muioc'h a verzh c'hoazh e teskjont penaos treiñ o ziriad d'ul labouradeg kenderc'hiñ tud, pourvezioù hag armoù, meret gant ur melestradur efedus ha goustlet d'ur rener hepken azeulet gant ar bobl. Echu gant ar gerentiezh etre renerien, an darempredoù lidel, an hengoun : sujet da ezhommoù ha redioù ar brezel e oa pep tra. <br />