Barner (Bibl) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: e k → e k (2), , → , using AWB
Linenn 1:
[[File:Salomon de Bray - Jael, Deborah and Barak - WGA03141.jpg|thumb|Taolenn gant Salomon de Bray (1635) - Yael (gwreg Heber), Debora ha Barak]]
 
Estreget evit ar varnerien anvet gant [[Moizez|Moshe]] en dezerzh (Er '''18''', 13-26) e vez implijet ar ger "barner" (''shofet'', liester ''shoftim'', en hebraeg) evit envel pe ur penngadour o stourm evit frankiz Israel enep pobloù [[Kanaan]] pe ur rener lec'hel. <ref> {{fr}} Dictionnaire culturel de la Bible , Cerf/Nathan, 1990, p. 143</ref>
 
E [[Levr ar Varnerien]] an [[Tanac'h]] e konter istor daouzek eus an dud vrudet-se eus ar prantad a-raok staliadur ar roueelezh en Israel gant [[Shaoul]] bet olivet gant ar profed [[Shmouel]] ha dibabet evel roue.<ref> [[Kentañ Levr Shmouel]] '''10'''</ref>
Linenn 11:
Ar c'hwec'h barner "bihan" a zo Shamgar, Tola (Thola), Yair (Jaïr), Ibstan, Elon hag Abdon.
 
Samzun eo an hini brudetañ daoust dezhañ bezañ kentoc'h un haroz lec'hel. N'eo nag ur penngadour nag ur rener Kontet eo e istor evel un doare kontadenn bobl gant fent a-wechoù. Un "nazir " (gouestlet da Zoue) adalek penn kentañ e vuhez. Kreñv spontus oa met koll a raje e nerzh ma troc'hje e vlev. Stourmet en dije ouzh ar [[Felistiz]]. Hoalet ha trubardet eo bet gant [[Dalila]]. Toullbac'het gant ar Felistiz o doa dallet anezhañ e adkavas e nerzh hag e tistrujas templ an doue Dagon o lazhañ ur bern enebourien...<ref>{{fr}} Dictionnaire culturel de la Bible, p 230</ref>
====Daveoù====