Walter Deverell : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 7 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q1495722
D →‎top: replaced: t e → t e (2) using AWB
Linenn 3:
'''Walter Howell Deverell''' ([[1añ a viz Here]] [[1827]] e [[Charlottesville]], [[Virginia]] – [[2 a viz C'hwevrer]] [[1854]] e [[Londrez]]) a oa un arzour [[Breizh-Veur|breizhveuriat]] bet ganet er [[Stadoù-Unanet]], hag a gemeras perzh el luskad [[rakrafaelour]].
 
Ganet e voe Deverell e [[Charlottesville]] e [[Virginia]], ha pa oa daou vloaz e tistroas e familh d'ar [[Rouantelezh-Unanet]]. Er ''Royal Academy'' e studias, hag eno e kejas gant [[Dante Gabriel Rossetti]]. Er memes stal-baour e labourjont e [[1851]]. Ar [[Rakrafaelouriezh|Vreuriezh rakrafaelour]] a oa bet savet e [[1848]], ha dindan levezon Rossetti e krogas Deverell da livañ taolennoù rakrafaelour, en ur virout memes tra levezonioù klaseloc'h evel hini [[Charles Robert Leslie]]. Gant Deverell e voe dizoloet [[Elizabeth Siddal]], ar plac'h a voe patrom pennañ ha kentañ ar rakrafaelourien. Pa'z eas kuit [[James Collinson]] eus ar Vreuriezh e kinnigas Rossetti ma vefe kemeret e plas gant Deverell, met biskoazh ne voe kemeret an diviz.
 
[[Skeudenn:Deverell_Walter_Howell_Twelfth_Night_Act_II_Scene_IV.jpg|thumb|right|200px|Livadur diwar ''Twelfth Night'' ([[William Shakespeare]]) gant Deverell]]