Gwener Capitolina : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: l a → l a (6) using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Capitoline Venus - Palazzo Nuovo - Musei Capitolini - Rome 2016.jpg|thumb|left|200px| Gwener Capitolina ([[Mirdioù ar C'hapitol]]).]]
 
'''Gwener Capitolina''' (pe ''Venus Capitolina'') zo un delwenn eus an doueez roman [[Gwener]], unan eus ar seurt '' [[Venus Pudica]]'', evel ar [[Venus de' Medici]], savet war batrom [[Afrodite Knidos]].
Aes eo da anavezout abalamour d'ar penaos emañ he divvrec'h ganti: goude ur gouronkadenn emañ an doueez Gwener o c'holeiñ he [[brennid]] gant he dorn dehoù, hag he [[gaol]] gant he dorn kleiz.
 
== Delwennoù damheñvel ==
[[Restr:Statue Of Venus.jpg|thumb|right|200px|[[Gwener Campo Iemini]], <!--pe Afrodit Menofantos--> ([[British Museum]])]]
'''Gwener Campo Iemini''': un delwenn all diwar ar memes patrom a voe dizouaret en nevezamzer [[1792]] e-touez delwennoù arall pa voe toullet ur [[Kenkiz Roman |genkiz roman ]] e [[Campo Iemini]], damdost da d-[[Torvaianica]], e [[Lazio]] . Ar furchadenn a voe graet dindan ar Saoz Robert Fagan (1761-1816), marc'hadour hendraoù roman, ha gant paeroniezh ar priñs [[Augustus Frederick, dug Sussex]], gant skoazell Sir Corbet Corbet ([[British Museum]]). En amzer ma voe dizouaret e kavas d'ar Saozon e oa dreist d'ar [[Gwener Capitolina]]. Goude ur c'hempenn dezhi e Roma e voe karget war ul lestr ha kaset da [[Londrez]] hag eno e voe roet gant dug Sussex d'e vreur [[George IV]], a lakaas anezhi e [[Carlton House]]. Pa varvas, ha pa voe distrujet Carlton House, e voe roet gant ar roue [[William IV]] d'ar [[British Museum]].
 
[[Restr:Venus pudica Massimo.jpg|thumb|left|200px|''Afrodite Menofantos'', ur [[Venus Pudica]] graet gant [[Menofantos]], Iañ kantved kent JK, kavet e [[San Gregorio al Celio]], e Roma ([[Museo Nazionale Romano]])]]
 
[[Afrodite Menofantos]] a voe kavet e manati [[San Gregorio Magno|San Gregorio al Celio]]. Warni emañ sinatur [[Menofantos]]<ref>''"Apo tis en troadi afroditis minofantos epoiei"''</ref>, ur c'hizeller hellazat eus ar Iañ kantved kent JK moarvat ha n'ouzer netra diwar e benn.