Ar Roc'h-Bernez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎top: bad link repair, replaced: Bro Kêr-WenedBro Gwened (Voynet) using AWB
D →‎XX{{vet}} kantved: replaced: , → , using AWB
Linenn 40:
* Melestradurezh: krouet e voe kumun ar Roc'h-Bernez e 1790 <ref> Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, ''Histoire de la Poste dans le Morbihan'', Embannadurioù Liv'Editions, ar Faoued, 2006, pajenn 323 </ref>. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet ar Roc'h-Bernez da benn ur c'hanton, hini [[Kanton ar Roc'h-Bernez (1790)|ar Roc'h-Bernez]], gant peder gumun ennañ: [[Nivilieg]], ar Roc'h-Bernez, [[Sant-Aelwez]] ha [[Tehelieg]], ha da benn ur [[bann]], [[Bann ar Roc'h-Bernez]]<ref>Jean-Louis Debauve, ''La Justice révolutionnaire dans le Morbihan'', e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36</ref>, pemp kanton ennañ: [[Kanton ar Roc'h-Bernez (1790)|ar Roc'h-Bernez]], [[Kanton Kamoel (1790)|Kamoel]], [[Kanton Muzilheg (1790)|Muzilheg]], [[Kanton Pleaol (1790)|Pleaol]], ha [[Kanton Reoz (1790)|Reoz]]. Gant Bonreizh ar Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)<ref>Jean-Louis Debauve, ''La Justice révolutionnaire dans le Morbihan'', e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187</ref>. Brasaet e voe [[Kanton ar Roc'h-Bernez]] e 1801 gant lezenn an ''8 pluviôse an IX'' ([[28 a viz Genver]] [[1801]]) <ref>[http://cassini.ehess.fr/cassini/fr/html/fiche.php?select_resultat=29324 Cassini - EHESS - Ar Roc'h-Bernez - Fichenn ar gumun] </ref>, dezhi an titl ''loi portant réduction du nombre de justices de paix''. Lakaet e oa bet en [[Arondisamant Gwened]] krouet e 1800.
=== XX{{vet}} kantved ===
* [[Brezel-bed kentañ]]: 56 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel , d.l.e. 4,86 % eus he foblañs e 1911
<ref> [http://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?insee=56195&dpt=56&idsource=11071&table=bp02 memorialgenweb - Monumant ar re varv] </ref>.
== Monumantoù ha traoù heverk ==