Stadoù-Unanet Amerika : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 97:
== Douaroniezh ==
Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h [[Rusia]] ha [[Kanada]] hag a-raok [[Republik Poblek Sina]]. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad [[Alaska]] pe hini [[Texas]]. Ar bloc’had 48 stad, da lavaret eo an holl stadoù war-bouez [[Alaska]] ha [[Hawaii]], a vez anvet « ''Mainland'' » a-wechoù, zo dezhañ ur stumm hag a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4 500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) <ref> J.-Y. Cleach [...], “La puissance américaine” p.104 </ref>. 2 500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. Ar stêr [[Missouri (stêr)|Missouri]] hag ar stêr [[Mississippi (stêr)|Mississippi]] a zo 6 000 km a hed ganto o-div ha redek a reont dre greiz ar ''mainland''. Ken hir int o-div hag ar stêr [[Amazon]] a zo o redek e [[Suamerika]].
 
=== Harzoù gant broioù all ===
12 034 km harzoù
Linenn 102 ⟶ 103:
* 8 893 km gant [[Kanada]] (en o mesk 2 477 km gant [[Alaska]])
* 3 141 km gant [[Mec’hiko]]
 
=== Douaroniezh fizik ===
[[Restr:Mesquite Sand Dunes in Death Valley.jpg|thumb|[[Traoñienn ar Marv]], al lec’h izelañ ha tommañ eus ar Stadoù-Unanet]]
Linenn 111 ⟶ 113:
** '''Aod''': 19 924 km
** '''An uhelderioù pellañ''': - 86 m > + 6 194 m
 
==== Torosennadur ====
[[Restr: Snakeriver.jpg|thumb|[[Snake River]] ha [[Grand Teton]], [[Wyoming]]]]
Linenn 122 ⟶ 125:
 
Er reter ez eus menezioù kozh, an [[Appalachoù]] (''Appalaches'') o anv, dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor Atlantel.
 
==== Menezioù-tan ====
[[Restr:MtHood TrilliumLake.jpg|thumb|Menez Hood, Oregon]]
Linenn 133 ⟶ 137:
* [[Menez Redoubt]] (3 108 m), Alaska
* [[Menez Saint Helens]] (2 549 m), Washington
 
==== Hinoù ====
An holl zoareoù hinoù a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ ([[hinad pennahelel]] en Alaska) d'an tommañ ([[Traoñienn ar Marv]]), eus ar glepañ (Gwalarn, ([[Washington (Stad)|Stad Washington]]) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù er Mervent). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo bet er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno.
 
==== Stêrioù ====
[[Restr:Grand_Canyon_from_Moran_PointGrand Canyon from Moran Point.jpeg|thumb|[[Grand Canyon]]]]
* Missouri-Mississippi : 6 270 km
* [[Missouri (stêr)|Missouri]] : 4 370 km
Linenn 147 ⟶ 153:
* [[Snake River]] : 1 670 km
* [[Tennessee (stêr)|Tennessee]] : 1 049 km
 
==== Lennoù ====
[[Restr:Great Lakes from space.jpg|thumb|Skeudenn dre loarell eus al Lennoù Bras]]
Linenn 165 ⟶ 172:
** [[Utah Lake|Lenn Utah]]
** [[Lenn Tahoe]]
 
=== Douaroniezh denel ===
[[Restr:Intrastate Interstate Highways.svg|thumb|Gourhentoù pennañ ar Stadoù-Unanet]]
 
=== Dasparzh an annezidi ===
An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habasak hag en Alaska n'eo ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad amerikan ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet.
 
==== Kêrioù ha niver an dud enno ====
En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. [[megalopolenn]] [[BosWash]] zo e biz ar vro.
* Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno <ref>Andon : [http://www.populationdata.net/palmaresvilles.php populationdata.net]</ref> :
[[Restr:Hollywood boulevard from kodak theatre.jpg|thumb|180 px|right|Los Angeles, Kalifornia]]
[[Restr:DowntownChicagoILatNight.jpg|thumb|Chicago, Illinois]]
[[Restr:San Francisco DSC09797.JPG|thumb|San Francisco, Kalifornia]]
Linenn 190 ⟶ 200:
== Istor berr SUA ==
An Indianed e oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat.
 
Er {{XVIvet}} kantved hag er {{XVIIvet}} kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi ha da-heul e voe enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.
 
Linenn 197 ⟶ 208:
 
[[Restr:Declaration of Independence (1819), by John Trumbull.jpg|thumb|Disklêriadur Dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet]]
 
Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh diouzh Breizh-Veur d'ar [[4 Gouere|4 a viz Gouere]] [[1776]]. Degemeret e voe ganto [[Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika]] e [[1787]]. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se.
 
Linenn 209 ⟶ 219:
 
Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile.
 
Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe [[1951]] n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar [[Strollad Republikan (Stadoù-Unanet)|Strollad Republikan]] hag ar [[Strollad Demokratel (Stadoù-Unanet)|Strollad Demokratel]].
 
[[Restr:Map of USA with state names.svg|lang=br|thumb|right|Kartenn Stadoù ar Stadoù-Unanet]]
Dilennet e oa bet [[George Walker Bush|George W. Bush]] da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du [[2000]] (d'an [[20 Genver|20 a viz Genver]] [[2001]] e krogas e respet). E [[2004]] e oa bet dilennet en-dro. E [[2009]] e voe [[Barack Obama|Barack H. Obama]], eus ar strollad demokratel, dilennet da prezidant. Dilennet eo bet [[Donald Trump]] (Strollad Republikan) da brezidant d'an [[8 a viz Du]] [[2016]].
Linenn 219 ⟶ 231:
Gouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket digant e geodediz petra eo o feiz. Dispartiet eo ar relijion diouzh ar Stad kevreadel en ur mod ofisiel. Asuret eo ar bennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz krediñ. Ar stad kevreadel ne zegas skoazell ebet da skol relijiel ebet{{daveoù a vank}}. Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ».
 
Enklaskoù prevez a bep seurt a ziskouez ez eus etre 75 % ha 90 % eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulskoude emaint 44 % o lavaret o deus cheñchet relijion ur wech da nebeutañ en o buhez. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez o c'hredennoù.
 
Ar [[protestantiezh|brotestanted]] eo ar re niverusañ, met a-raok pell e vint dindan 50 %. Ur c'hard eus an Amerikaned zo [[Katoligiezh|katoliked roman]]. Bez' ez eus ivez [[dizoueidi|tud dizoue]] (16%), [[yuzevien]] (1,7%), [[boudisted]] (0.7%), [[muzulmaned]] (0.6%),, [[hindouisted]] ha kement zo.
Linenn 229 ⟶ 241:
=== Skiantourien ===
Lenn ar pennadoù Skiantourien amerikan dre urzh al lizherenneg ha Jedoniourien, dre goulzad.
 
=== Harozed an armeoù amerikan ===
* [[George Washington]] : brezel dizalc’hiezh
Linenn 242 ⟶ 255:
* [[Colin Powell]] : Brezel Koweit (Brezel kentañ ar Pleg-mor)
* [[Tommy Franks]] : Brezel Irak (Eil Brezel ar Pleg-mor)
 
=== Livourien ===
Lenn pennadoù Rummad: Livourien amerikan.
Linenn 248 ⟶ 262:
* [[Andy Warhol]] 1928-1987
* [[Jean-Michel Basquiat]] 1960-1988
 
=== Luc’hskeudennerien ===
Lenn pennadoù Rummad : Luc’hskeudennerien amerikan.
Linenn 257 ⟶ 272:
* [[Richard Avedon]] 1923-2004
* [[Irving Penn]] 1917
 
=== Istorourien ===
* [[Robert Caro]]
Linenn 262 ⟶ 278:
* [[Robert Utley]]
* [[Howard Zinn]]
 
=== Politikourien ===
''Lenn ivez ar pennad [[Prezidant Stadoù-Unanet Amerika|Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika]]''
Linenn 275 ⟶ 292:
* [[Franklin D. Roosevelt]]
* [[Barack Obama]]
 
=== Sonerien ===
Gwelet [[Sonerezh Stadoù-Unanet Amerika]]
 
=== Filmaozerien ===
Lenn pennadoù Filmaozerien amerikan, dre brantadoù.
 
=== Lennegezh ===
• Skrivagnerien amerikan, dre urzh al lizherenneg
 
=== [[Priz Nobel ar Peoc'h]] ===
[[Restr:Martin Luther King - March on Washington.jpg|thumb|250px| King o komz e-pad ar gerzhadeg evit ar gwirioù keodedel.'']]
* 1906 : [[Theodore Roosevelt]]
* 1912 : [[Elihu Root]]
Linenn 301 ⟶ 322:
* 2007 : [[Al Gore]]
* 2009 : [[Barack Obama]]
 
=== '''Gizourien''' ===
* [[Calvin Klein]]
Linenn 365 ⟶ 387:
* Hentoù : 41 009 km (en 2004) [2]
* Niver a aerborzhioù : 14 858 (en o zouez 5 119 aerborzh gant roudennoù terduet) (e 2006) [2]
 
== Notennoù ==
{{daveoù}}
 
== Liammoù diavaez ==
Lec’hiennoù ofisiel:
* {{en}} [http://www.firstgov.gov Porched ofisiel Stadoù-Unanet Amerika]
* {{fr}} [http://usinfo.state.gov/fr/ Programmoù keleier etrebroadel skignet gant Servij kelaouiñ departamant-Stad ar Stadoù-Unanet]== Notennoù ==
 
== Notennoù ==
{{Daveoù}}
 
{{Kuzul Surentez ABU}}
{{AFNA}}
{{Amerika NKK}}
 
[[Rummad:Stadoù-Unanet Amerika]]