Sutor, ne supra crepidam : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Casa_vasari_FI,_salone,_storie_di_apelle_02.JPG | thumb| Mojenn [[Apelles Kos]] hag ar c'here. ''Casa Vasari'', [[Firenze]]. ]]
'''Sutor, ne supra crepidam'''<ref>Meneget e pajennoù roz an "Nouveau Petit Larousse", Librairie Larousse, 1968, pajenn XIV, </ref> zo ul lavar latin hag a dalv ''Kereour, arabat mont uheloc'h eget ar votez'', hag a vez lavaret da un den pa gomz eus pezh n'anavez ket hag e vefe gwelloc'h dezhañ tevel neuze. Gant [[Youenn Drezen]] e oa bet troet « ''D'ar c'here d'ober war-do e votoù'', pe da bep hini da rannañ kaoz diwar-benn ar pezh a anavez.&nbsp;» <ref>Troidigezh gant [[Youenn Drezen]], ''Itron Varia Garmez'', Al Liamm, 1972, p. 37.</ref>, hag a vez lavaret da un den pa gomz eus pezh n'anavez ket hag e vefe gwelloc'h dezhañ tevel neuze.
 
 
==Orin==
Dont a ra eus ur vojenn a-zivout al [[livour]] [[hellazat]] [[Apelles Kos]], a veve en amzer [[Alesant Veur]], hag en devoa goulennet ali ur c'hereour diwar-benn ur votez e oa o paouez livañ en un daolenn. Pa grogas ar c'hereour da reiñ e guzulioù diwar-benn lodennoù all eus ar poltred e lavaras, a-hervez: ''Sutor, ne supra crepidam''.
 
Ma vije bet lavaret kement-se gant Apelles e vije en [[gregach]] evel-just. Ne oa ket brudet al livour da gomz latin.
 
==Istor Naturel==
Anv zo bet eus ar vojenn gant ar skrivagner [[roman]] [[Plinius an Henañ]] en e [[Naturalis Historia]], levrenn XXXV, rannbennad 85, ma lenner e gwirionez : «&nbsp;''ne supra crepidam sutor iudicaret, ... .''&nbsp;» <ref>{{la}} [https://la.wikisource.org/wiki/Naturalis_Historia/Liber_XXXV# ''Wikisource'']</ref>,
Kemmet eo bet gerioù Plinius er geriadur gallek eta, ha troet e vez ar gerioù orin peurvuiañ evel-hen : ''Arabat d'ar c'here barn a-us d'ar votez, ...''
 
Dianav eo ar c'hrennlavar e brezhoneg, met anavezet e oa troidigezh c'hallek ar bomm latin, meneget er geriadur gallek, evel pa vije bet ur c'hrennlavar gallek, en amzer ma veze kelennet al latin kenañ er skolioù. A-hend-all eo tost-kar ar c'hrennlavar [[saoznek]] : ''Let the cobbler stick to his last''. <ref>{{en}} <span style="font-variant:small-caps;">FLAVELL, Linda & Roger</span> : ''Dictionary of Proverbs and their origins'', London, Kyle Books, 1993, 2006 {{ISBN|978-0-85783-403-4}}</ref><ref>Meneget amañ : [https://idioms.thefreedictionary.com/Let+the+cobbler+stick+to+his+last]</ref>