Molière : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Pierre Mignard - Portrait de Jean-Baptiste Poquelin dit Molière (1622-1673) - Google Art Project (cropped).jpg|thumb|Molière]]
 
'''Jean-Baptiste Poquelin''' zo brudetoc'h evel '''Molière''', an anv dibabet gantañ evit c'hoari war al leurenn, a oa ur [[c'hoariva]]our ha skrivagner gall badezet d'ar [[15 a viz Genver]] [[1622]] ha marvet d'ar [[17 a viz C'hwevrer]] [[1673]]. Ganet en ur familh marc'hadourien eus [[Pariz]], d'an oad a 21 vloaz en em strollgant un dek a gamaladed, e-touezh anezho an aktourez [[Madeleine Béjart]], ha sevel ar strollaad c'hoariva [[Illustre Théâtre]]. En desped da vezañ harpet gant dramaourien brudet, ne teuio ket a-benn da vezañ brudet e Pariz. E-pad 13 vloaz, Molière gant e gamaladed a ya e stumm ur strollad fiñv e su ar rouantelezh c'hall. Meur a arc'hantour a vo o sikour ar strollad. E-pad ar amre-se, Molière a sav farsadennoù pe komediennoù berr, div anezho o vezañ reoù hir nemetken. Distroet e Pariz e 1658, dont a ra da vezañ prim, e penn e strollad, an aktour ha c'hoarivaour karetañ gant ar roue yaouank [[Loeiz XIV (Bro-C'hall)|Loeiz XIV]] en e lez. Molière a sav abadennoù lies, o labourat gant gwellañ tisaverien leurenn, sonerien, korollerien ar vro. Marvet eo d'an oad a 51 vloazs, nebeut eurvezhioù goude bezañ bet c'hoariet evit ar pevare gwech roll pennañ ar pezh [[Le Malade imaginaire]].
 
== Oberennoù ==