Diforc'hioù etre adstummoù "Blog"

1 okted lamet ,  1 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (replaced: a n → a n (2) using AWB)
Ha pa fazi gweladennourien da galz a vlogoù gant red an amzer (dilezet e vez miliadoù a vlogoù bep miz) ez eo dieub peurvuiañ diraez ur blog, evel ma vije ur rakstal ma tremen dirazi tud dianav sañset. Lennerien hag aozerien a sav ur c'hevrat ''de facto'' : ha gwir eo pep tra ? War betra lakaat ar gaoz ? Gant peseurt sell ? Kavet e vez ar seurt goulennoù-mañ e-ser studiañ an emvuhezskridoù. Evelato, dre mard eo posupl addisplegañ pep pennad war ur blog eo kemmet a-galz ar pezh a reer emglev emvuhezskridel anezhañ.
 
A-hend-all e kemm kalz fonnusoc'h niver lennerien ur blog eget lennerien ul levr. Evit gwir, dre-benn da nerzh ha primded an eskemmoù war ar Gwiad e c'hall ur blog mont da vrudet-kaer en ul luc'hedenn e-ser ar gumuniezh m'eo perzhek ennañ. A-wezhioù ar c'hemmoù trumm-se a levezon an aozer, da skouer en ur vountañ anezhañ da skrivañ tro-dro d'ur [[buzz]].
Ar savennoù a ginnig blogoù peurbrevez gwarezet gant gerioù-tremen o deus arvalien puilh, ha gouez da lod e vije ar bras eus « Kêrvlog » blogoù prevez ouzh hec'h ober.
 
Implijer dizanv