Petko Slaveykov : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
'''Petko Rachov Slaveykov''' ([[bulgareg]]: Петко Рачов Славейков) (17 a viz Du 1827 – 13 a viz Gouere 1895) a oa ur barzh, ur politiker, hag ur gwerinelour eus [[Bulgaria]].
 
Ganet eo Slavanov e [[Veliko Tarnovo|Tarnovo]] e 1827, d'an devezh ma varvas e vamm ha dre vurzhud e chomas bev. Studiañ reas e Tarnovo hag e kêrioù all. Deskiñ a reas [[serbeg]], [[gresianeg]] hag anaoudegezh a reas gant lennegezhioù broioù ar c'hornôg. Kelenner e voe e 1843 en e gêr c'henidik, hogen skarzhet e voe en arbenn d'ur varzhoneg flemmus.
Linenn 5:
Neuze e kelenno e kêrioù [[Vidin]], [[Vratsa]], [[Pleven]], [[Berkovitsa]], [[Lyaskovets]], [[Byala (Rouse)|Byala]] hag [[Elena (Bulgaria)|Elena]]. Dont a raio da vezañ dastumer kanaouennoù ha dastum a reas betek 2263 anezho. Dre hanterouriezh [[Nikola Mihaylovski]] e kejo gant barzhed rusian.
 
Kregiñ a raio da embann e levrioù kentañ hag ar barzhoneg levezonet gant an darvoudou reveulziek war [[Brezel Krimea]]. Divroañ a reas da gêr [[Istanbul]] lec'h ma voe pedet e 1863 da dreiñ ul levrenn glok deus ar [[Bibl]] e bulgareg gant ar gumuniezh vulgarek. Embann a reas skridoù e meur a gelaouenn vulgarek ha betek 60 levr a savas, a-barzh dont unan eus brudetañ skrivagnerien vulgarek. Perzh a gemeras evit un iliz emren bulgarek.
Harzet e voe goude ur pennad anvet ''Dvete kasti i vlasti'', skrivet er gazetenn ''Makedoniya'', ha tamallet da genlabourat gant ar Poellgor Kreiz Dispac'hel Bulgar e Bukarest.
Sevel a reas ur skol uhel vulgarek en Odrin e 1874 e-ser argas al levezon c'hresian. Abalamour d'e skridou reveulziek e voe chadennet ha bac'het goude emsavadeg miz Ebrel. Gant gwalldan Zagora e voe pulluc'het e zastumadeg a 15 000 tro-lavar.
 
E-kerzh ar brezel etre Rusia ha Turkia ez eas a-du gant ar Rused. Ha karget e voe da ambroug soudarded ar soudardedjeneral [[Mikhail Skobelev]] e-touez ar meneziou Balkan, ha dezrevell a reas emgann Shipka en Istanbul.
 
Goude dieubidigezh Bulgaria diouzh ar veli otoman e 1878, Slaveykov a stourmas evit ur vonreizh demokratel. Anvet e voe da sturier Bodadenn Vroadel Bulgaria e 1880, ha ministrda vinistr ar Sklerijenn hag an Aferioù diabarzh (1880-1881).
 
En askont d'e vennozhioù demokratel ha d'e stourmoù politikel e voe harzet, difennet e voe outañ kelenn hag e leve a voe krennet. Mervel a reas e 1895 e [[Sofia]].