Irish Republican Brotherhood : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Irish Republican Brotherhood/IRB''' ([[iwerzhoneg]]: ''Bráithreachas na Poblachta''; "Breurelezh Republikan Iwerzhonad") a oa ur gevredigezh dispac'hel iwerzhonat krouet d'ar [[17 Meurzh|17 a viz Meurzh]] [[1858]] (e daou lec'h d'ar memes koulz : [[Dulenn]] ha [[New York]]) gant [[James Stephens]] (e Dulenn) ha [[John O'Mahony]] (e New York). Staget e voe ouzh an [[Irish Republican Army]] (IRA) e [[1924]].
 
An IRB oa ur gevredigezh kuzhet gant kalz a lezennoù hag ur reolennaoueg resis (un tammig evel ar frañmasoned). Ar gevredigezh-mañ a zo un emdroadur eus ar strolladoù Fenian. E bal: prientiñ un emsav hollek a-enep an arc'huber saoz. Dek bloaz goude ar grouidigezh, an IRB a grog da aozañ gwal-daolioù e [[Bro-Saoz]]. E miz Gwengolo [[1867]], ur bombezenn a zo stalliet e toull-bac'h e [[Manchester]] evit dieubiñ daou emsaver iwerzhonad. Un archerienarcher a voe lazhet e pad an taol ha tri den voe arestet ha kondaonet d'ar marv. Lezañvet e vint "Merzherien Manchester". Daou miz goude, un toull-bac'h e [[Londrez]] a zovoe bet taget, hag ugent den a voe lazhet dindan ur moger distrujet.