Jean-François de La Marche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Bez an aotrou De La Marche, en iliz-veur Kastell-Paol '''Jean-François de La Marche''' (gane..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Beleget e voe e 1756, pa oa 27 vloaz. Anvet e voe da chaloni ha vikel-vras en iliz-veur Landreger da gentañ. E 1764 e voe anvet da abad en abati Sant-Albin-ar-C'hoad. A-benn ar fin e voe anvet da eskob e Kastell-Paol, d'ar 27 a viz Mezheven 1772.
 
Gantañ e vez degaset ar [[patatez]], pe an avaloù-douar, da Vro-Leon. Ha diskargañ a reas al legumaj-mañ diouzh an tailhoù a ranked da baeañ war an trevadoù. Ar memes tra a reas evit ar piz, ar fav, an artichaod hag an asperjez. Evel-se en em ledas gounezerezh al legumaj e Bro-Leon. Abalamour da se e voe lesanvet ''"Eskob ar patatez"''.
 
Lakaat a reas sevel ur skolaj nevez e Kastell-Paol<ref>[http://www.infobretagne.com/saintpoldeleon-college.htm infobretagne.com]</ref> hag a dalvezas da gloerdi bihan.
Linenn 14:
E [[Londrez]] e chomas feal an aotrou de La Marche ouzh iliz Roma, o nac'h lezenn nevez ar gloer, hag eskob Leon e chomas betek ar mare ma voe lamet an eskopti gant ar pab Piv VII dre ar vuilh ''[[Qui Christi Domini]]''.
 
Mervel a reas e Londrez d'ar 25 a viz Du 1806. Beziet e voe e bered Saint Pancras, e-kreiz Londrez, betek 1866. Da neuze e voe kaset e relegoù da Vreizh, war c'houlenn e familh hag [[eskopti Kemper ha Leon|eskop Kemper ha Leon]]. Abaoe emaint en iliz-veur Kastell-Paol. Ur monumant zo bet savet en e enor, gant ar c'hizeller Léon Cugnot.
 
==Notennoù==