Roperzh ar Mason : diforc'h etre ar stummoù

24 okted ouzhpennet ,  3 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
No edit summary
'''Roperzh ar Mason''' (1900-1952), pe '''Roperh er Mason''' a voe ofiser er morlu gall ha skrivagner brezhonek, hag a sine '''Abherri''' alies.
 
Ganet e oa bet Roperzh ar Mason d'ar [[7 a viz Ebrel]] [[1900]] en [[an Oriant|Oriant]]. Ober a reas e studioù en Oriant hag e Pariz. Mont a reas da ofiser war vor goude-se. Aet e oa da gabiten-lestr ha da rener ur greizenn-stummañ eus ar morlu er [[Gironde (departamant)|Gironde]], pa varvas a-daol-trumm eno en un ospital eus an arme d'an [[19 a viz C'hwevrer]] [[1952]]. Diwezhat a-walc'h e oa deuet da dommañ ouzh ar brezhoneg. Kerkent ha desket brezhoneg gantañ en em lakaas da skrivañ er yezh-se hag e 1942 e voe embannet un dastumad eus e varzhonegoù, ''[[Chal ha dichalDichal]]'', skeudennet gant [[Langleiz]]. Ur romant a voe embannet gantañ goude ar brezel, ''Evit ket ha netra''. Kalz a reas evit brudañ ar [[gwenedeg]], evit e dostaat ouzh ar brezhonegoù all hag evit skrivañ ar rannyezh-se er skritur peurunvan.
 
==Skridoù==
*''[[Chal ha dichalDichal]]'', embannet gant Dihunamb, 1943.
*''Evit ket ha netra'', embannet gant Skridoù Breizh, 1951.
*''Le vannetais unifié'', hep bloaziad [1943].
192 992

edits