Kemmadurioù ar brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 182:
 
== Direizhderioù ==
* '''Bloaz''', anv gourel, a vlota goude an niveroù pegementiñ, war-bouez 1, 3, 4, 5, 9 ha 1 000 : ''6 vloaz'' met ''9 bloaz''.
* '''Greg''' ha '''gar''' (porzh-houarn) ne gemmont ket goude ar ger-mell — reizh eo '''gar''' (ezel eus ar c'horf) koulskoude.
* '''Mein''' a c'hall treiñ da ''vein'' goude ar ger-mell a-wechoù ha gallout a ra ivez degas kemmadurioù: ''ar vein-c'hlas'', ''mein gozh''<ref>[[Geriadur brezhoneg An Here]], 2001, p. 878b.</ref>.
* '''Plac'h''', anv benel, ne gemm ket goude ar ger-mell, met blotaat a ra an anvioù-gwan war-lerc'h : ''ur plac'h vrav''.
* An anvioù-tud en '''-où''' – evel '''kamaradoù''', '''maerioù''', '''mestroù''', '''priedoù''', '''tadoù''', ha '''testoù''' – ne gemmont ket dre vlotaat goude ar ger-mell ha ne zegasont kemmadur ebet; '''tudoù''', a zo un adliester, a c'hall degas: ''tudoù gaezh''.
* Pa vezont renet gant ar verb ''ober'' e vlota '''mad''' ha '''man''' : ''se a ra vad din'', ''na rit ket van''.