192 992
edits
No edit summary |
No edit summary |
||
[[File:Jeanne-Marie_Leprince_de_Beaumont.jpg|thumb|upright=1.2|Jeanne-Marie Leprince de Beaumont.<br><small>Arzour · ez dianav</small>]]
'''Jeanne-Marie Leprince de Beaumont''' ([[1711]]-[[1780]]), pe ''Marie-Barbe'' hervez marilh he badeziant, a oa ur skrivagnerez c'hallek eus an {{XVIIIvet kantved}}. Sevel a reas un dek ha tri-ugent levr kontadennoù evit ar vugale, evel ''La Belle et la Bête'', ha lakaet e vez da unan eus kentañ skrivagnerien al lennegezh evit ar vugale.
==He buhez==
Ganet e oa d'ar 26 Ebrel 1711 e [[Rouen]]. Merc'h e oa da Jean-Baptiste Leprince ha Marie-Barbe Plantart.
Dek vloaz (1725-1735) e chomas e ti-deskiñ itronezed Ernemont, ma teuas da vout skolaerez ar re vihan en 1736, da 25 bloaz. Gouarnerez merc'h dugez Loren e teuas da vout.
Skolaerez e voe e lez [[Loren]], ma oa kelennerez sonerezh, betek an deiz ma timezas da M. Beaumont, en 1743, e [[Lunéville]], hag ur verc'h o doe. Merc'hetaer e oa he fried, ma lakaas terriñ hec'h eured, hag e krogas da skrivañ evit gounit he buhez.
E 1748 ez eas da [[Londrez]], ma chomas e-pad ouzhpenn pemzek vloaz, hag eno e savas ur gelaouenn evit ar re yaouank, hag ur skol ma tegemere bugale uhelidi ar vro.
E 1764 ez eas da chom da gichen [[Annecy]], war un douar he devoa prenet, ma varvas d'an 8 a viz Gwengolo 1780. Hervez un niz eo e Pariz e varvas.
== Oberennoù==
|
edits