Hermann Hesse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Troidigezhioù e brezhoneg: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|de}} (3) using AWB (10902)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
 
== E vuhez ==
« ''E [[Calw]] (Forest Du, [[Wurtemberg]]) on bet ganet d’an 2 a viz Gouere [[1877]]. Va zad, anezhañ un Balt-Alaman, a oa Estonian a orin; merc’h ur Swabiad hag ur Suisad galleger e oa ma mamm. Tad va zad a oa medisin, mamm va zad a oa misionerez ha hollc’houizek war sevenadur [[India]]. Va zad a zo bet misioner een [[Bro-India|India]] e-pad ur prantad berr, ha ma mamm a dremenas un nebeud bloavezhioù e [[Bro-India]] war labour misionerez ivez.'' »
 
Dre lenn bommoù tennet eus eñvorennoù e vuhez e teu anat ar pezh a gasas Hermann Hesse da vezañ ur skrivagner dibar : un identelezh liesseurt ha liessyezh, a viro outañ da zifenn ur vroadelezh pe un ideologiezh vroadelour, pouez ar relijion hag ar speredelezh mui levezon [[India]], ur vro ma reas ur veaj enni e [[1914]] hag awen e romant ''Siddartha''.
Linenn 42:
E [[1901]] e teu un huñvre da wir pa c’hell beajiñ evit ar wech kentañ en [[Italia]]. Hevlene e kav labour e stal ul levraoueger nevez Wattenwyl, e [[Basel]]. N’eo mui e vicher ar pep pouezusañ bremañ : an arc’hant degaset dre embann testennoù lennegel, barzhonegoù er c’helaouennoù liesseurt zo koulz lavaret un eil c’hopr evitañ. Met dav e vo dezhañ gortoz ma vo embannet an danevell ''Peter Camenzind'' e [[1904]] gant an embanner Samuel Fischer evit anavezout ar brud.
 
Paouez a ra gant e vicher er stal-levrioù. Dimeziñ a ra e [[1904]] gant ur plac'h eus [[Basel]], Maria Bernoulli. Ganti en do tri bugel, Bruno, Heiner ha Martin. En em staliañ a ra Hermann Hesse hag e familh e [[Bro-Suis ]]da vat. Mennet start eo da vevañ war ar maez, pell eus ar c'hêrioù. Kavout a ra bod e [[Gaienhofen]], war vord al [[Lenn Konstanz]] e-kichen [[Bern]]. Eno e skriv un eil romant ''Unterm Rad'' [Ar rollec’h] a zeu er-maez e [[1906]]. Danevelloù ha barzhonegoù, mui ur romant nevez ''Gertrud'' ([[1910]]) a vo savet warlerc’h, gant poan war a seblant, o vezañ n’eo mui awenet. Diwezhatoc’h e anzavo e oa ur c’hwitadenn da vat. Ar pennabeg a gaver en darempredoù gant e wreg : reuz zo en tiegezh, kement hag e kuit Hesse an ti e [[1911]] evit beajiñ en [[Azia]] ([[Sri Lanka]] hag [[Indonezia]]) gant e gamalad Hans Sturzennegger. D’an distro e tiviz Hesse dilojañ da v[[Bern]], pezh na zegaso netra gwelloc’h evit unded ar c’houblad.
 
Pa glev trouz deroù ar Brezel-Bed e [[1914]] e ya e gwazerezh kannadi Alamagn. N’eo ket ar c’hoant brezeliñ a vount anezhañ da dapout krog en ur fuzuilh hogen ne c’hell ket asantiñ chom e-tal tan an oaled pa varv kement a skrivagnerien yaouank war an talbenn. Evit abegoù yec’hed ez eo nac’het outañ mont d’ar brezel. Menel a ra er c’hannadi evit ober war dro ar skoazell d’ar brizonidi-brezel. Dastum ha kas levrioù dezho e vo e garg bemdeziek hiviziken.
Linenn 48:
Dont a ra da vezañ eil-embanner an ''Deutsche Interniertenzeitung'' [Kelc’hgelaouenn an alamaned toullbac’het 1916-1917], embanner ar ''Sonntagsbote für die deutschen Kriegsgefangenen'' [Kelaouenn sizhunieg ar brizonidi-brezel alaman] etre [[1916]] ha [[1919]], hag e karg eus ''Levraoueg prizonidi-brezel alaman'' .
 
D’an 3 a viz Du [[1914]] ec’h embann er gazetenn ‘’Neue Zürcher Zeitung’’ ur pennad anvet ''O Freunde, nicht diese Töne'' [O Breudeur, paouezomp gant hor c’hlemmoù !], gwerzenn gentañ ''[[Kannen d’al Levenez]]'' gant [[Schiller]]), ur galv davet an intelektualed alaman evit mirout oute da gemer perzh e tabutoù broadelour ar marvezh. Dic’hortoz eo an disoc’h avat : taget eo kriz gant ar c’hazetennoù alaman, mignoned kozh o pellaat dioutañ hag e tegemer lizhiri-gourdrouz zoken. Kalonekaet eo memestra gant e gamalad Theodor Heuss, ha gant ar skrivagner gall [[Romain Rolland]], pa ra ur weladenn dezhañ e miz Eost [[1915]].
 
(Da vezañ kendalc'het emberr)