Hermann Hesse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 36:
Skarzhet eo eus ar skol ar bloaz war-lerc'h avat, ha divizout gantañ treiñ kein ouzh ar vuhez relijiel evit gounit e damm bara en ur stal vekanikerezh da gentañ.
E [[Tübingen]] hag e [[Basel]] e labour adalek ar 17 a viz Here [[1895]] er stal levrioù ha traoù-kozh Heckenhauer. An darn vrasañ eus al levrioù e gwerzh zo gouestlet d’an doueoniezh, d’ar prederouriezh ha d’ar gwir, peadra da binvidikaat e ouiziegezh ha leuniañ an amzervezh ma chom e-unan. Rak n’en deus ket kalz a zarempredoù gant ar gevredigezh.
Lenn a ra kalz eta, oberennoù theologielteologiel koulz ha re skrivagnerien veur al lennegezh alaman ([[Goethe]], [[Gotthold Ephraim Lessing|Lessing]], [[Friedrich von Schiller|Schiller]]) mui kontadennoùmojennoù [[mojennerezh|mojennoù ]] [[Bro-C’hresC'hres]]. Lakaat a ra da embann ar varzhoneg ''Madonna'' en ur gelaouenn a [[Vienna]] e [[1896]].
 
Krog eo da skrivañ barzhonegoù. Un dastumadenn vihan zo embannet evit ar wech kentañ e e-kreiz an diskar-amzer [[1898]] dindan an anv ''Romantische Lieder'' [Kanaouennoù romantel], hag e-pad an hañv [[1899]] ur stobad barzhonegoù e komzoù-plaen gant an titl ''Eine Stunde hinter Mitternacht'' [Un eurvezh a-raok hanternoz]. Ur c’holl arc’hant eo avat evit an embanner eus [[Leipzig]], Eugen Diederichs. E-korf daou n’eus bet gwerzhet nemet 54 skouerenn diwar 600 eus ar ''Romantische Lieder'', ha dousig-tre e vez prenet 600 skouerenn an eil oberenn gant an dud. Ne gav ket abeg evit fallgaloniñ koulskoude, kentrec’het m’eo gant talvoudegezh ar skridoù hag ar c’hoant reiñ lañs d’ar aozour yaouank.